Idriss Déby Itno

Eus Wikipedia
Idriss Déby Itno 2020

Idriss Déby Itno (1952-2021) a zo un ofiser bet Prezidant Republik Tchad etre 1990 ha 2021.

Kenlabouret en doa gant ar prezidant kent Hissène Habré betek ma savas dizemglev etreze e 1989. D'ar c'houlz-se ec'h eas kuit Idriss Déby da Libia ha da Soudan ma krouas e strollad politikel : an MPS (Mouvement Patriotique du Salut). Trec'h e voe e arme ouzh hini Hissène Habré ha dont a reas tre e Ndjamena, kêr-benn ar vro, e miz Kerzu 1990. Lakaet e voe da brezidant neuze. Dilennet eo bet goude-se e 1996, 2001, 2006, 2011, 2016 ha 2021. Prezidant Unaniezh Afrika eo bet etre 2016 ha 2017. Lazhet eo bet d'an 20 a viz Ebrel 2021 war an talbenn e Norzh ar vro a-enep emsavidi deuet eus Libia.

Brahim Déby, unan eus mibien Idriss Déby, zo bet lazhet e Courbevoie (Bro-C'hall) d'an 2 a viz Gouere 2007. Unan all eus e vibien, Mahamat Idriss Déby, eo prezidant ar C'huzul milourel treuzkemm abaoe an 20 a viz Ebrel 2021.