IJzertoren
IJzertoren (Tour an IJzer) zo ur monumant evit ar peoc'h e Kaaskerke, ur gumun a wechall a zo e kumun Diksmuide bremañ, e proviñs Flandrez ar C'hornog (West Vlanderen), e Belgia, tost d'ar stêr IJzer.
An uhelañ monumant d'ar Peoc'h en Europa eo, 84 metr dezhañ. Lidet e voe an digoradur anezhañ d'ar 24 a viz Eost 1930. War un tu e lenner al lizherennoù AVV VVK, Alles Voor Vlaanderen, Vlaanderen Voor Kristus, pezh a dalv « Pep tra evit Flandrez, Flandrez evit Krist ». E 1946 e voe distrujet ar monumant kentañ. Skrivet eo ivez « Brezel biken ken » e peder yezh ofisiel ar vrezelourien e talbenn kornôk ar Brezel-bed kentañ : nederlandeg, galleg, saozneg hag alamaneg.
Ul lec'h-eñvor d'al lazhidi flamank da gentañ eo an IJzertoren. Deuet eo da vezañ ul lec'h-meur d'ar vroadelourien flamank. Bep bloaz e vez aozet ur vanifestadeg eno a-enep ar brezel hag evit emrenerezh Flandrez.
En tour ez eus ur mirdi gouestlet d'ar peoc'h, d'ar brezel, ha d'an emsav flamank, a zo deuet da vezañ, abaoe 1998, unan eus mirdioù Rouedad Etrebroadel ar Mirdioù evit ar Peoc'h, savet gant Aozadur ar Broadoù Unanet.
Luc'hskeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (nl), (fr), (en), (de) Lec'hienn ofisiel