Honey Pie

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Honey Pie.jpg

Honey Pie zo ur ganaouenn (2:42 he fadelezh) hag a vez kavet war navet albom ar strollad The Beatles, The Beatles (albom) pe Albom gwenn e anv.

Skrivet e oa bet ha kanet gant Paul McCartney da zougen bri d'e dad Jim McCartney ur wech ouzhpenn. « Boas eo ma zad da ganañ kanaouennoù kozh ar seurt-se, trenkik an ton anezhe, ha sot on gante », a zisplegas Paul. « Me 'garfe a-walc'h bezañ bet sonaozer er bloavezhioù ugent dre ma'z on sot gant togoù foñs-hir ha levitennoù lost-pig ar mare-se. »

Ur wech ouzhpenn en devoa kredet Charles Manson kompren e oa ur gemennadenn bersonel dezhañ o selaou Honey Pie...dre m'edo o chom e-kichen Los Angeles. Goude holl e veze kaoz eus Amerikaned hag achanterezh kanaouennoù Hollywood er ganaouenn.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]