Charles Manson
Rann eus | Manson Family |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Charles Milles Manson |
Anv ganedigezh | Charles Milles Maddox |
Anv-bihan | Charles |
Anv-familh | Manson |
Deiziad ganedigezh | 12 Du 1934 |
Lec'h ganedigezh | Cincinnati |
Deiziad ar marv | 19 Du 2017 |
Lec'h ar marv | Bakersfield |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | colorectal cancer, cardiac arrest |
Deiziad douarañ pe deviñ | 17 Meu 2018 |
Pried | Rosalie Willis, Leona Stevens |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Place of detention | California State Prison, Corcoran |
Kondaonet evit | muntr |
Micher | torfedour, cult leader, lazher a steudad, muziker |
Bet war ar studi e | National Training School for Boys, Gibault School for Boys, Arroyo High School, Pasadena City College |
Lec'h annez | Spahn Ranch |
Relijion | dizoueegezh |
Kleñved | antisocial personality disorder, schizophrenia |
Tuadur revel | Divrevelezh |
Benveg sonerezh | gitar |
Pladennrolladur | Charles Manson discography |
Lec'hienn ofisiel | https://www.charlesmanson.com |
Charles Milles Manson, ganet Charles Milles Maddox, d'an 12 a viz Du 1934 hag aet da Anaon d'an 19 a viz Du 2017, a oa un torfedour ha gourou stadunanat.
E penn ar sektenn Manson Family e oa-eñ, ur gumuniezh ganet e Kalifornia e fin ar bloavezhioù 1960. Heulierien Manson o devoa sevenet un heuliad nav muntr e pevar lec'h disheñvel e miz Gouhere hag Eost 1969. E 1971 e oa lakaet Manson da gablus evit muntr eeun ha kavailh evit muntrañ seizh a dud. En o zouez e oa Sharon Tate hag a oa dougerez. An holl muntroù a oa bet sevenet gant izili eus ar sektenn war urzhioù ar gourou.
Pa oa ar sektenn Manson Family o tont war-wel, Manson a oa un ez prizoniad bet toullbac'het e-pad an hanter eus e vuhez evit torfedoù lies. A-roak ar muntroù e oa kaner ha skrivagner kanaouennoù e-kostez Los Angeles. Kejet en devoa gant Dennis Wilson, tabouliner ha krouer ar strollad ar Beach Boys. Manson a grede er pezh an anve "Helter Skelter", un anv awenet gant kanaouenn ar Beatles hag implijet gantañ evit ober anv eus ur brezel gouennel da zont. Savet e oa ar soñj ennañ e vefe ar muntroù un doare da zegas buanoc'h ar brezel-se. Dre ma oa brudetoc'h-brudetañ e oa bet krouet tro-dro dezhañ un aergelc'h lous, hudur ha feuls a zesache tud bamet gantañ tro-dro dezhañ. Goude ma voe rebechet ar muntroù da Vanson, ha ma voe kondaonet goude-se, enrolladennoù eus e ganouennoù a voe lakaet e gwerzh. Sonerien lies o deus bet adc'hoariet ul lod anezho abaoe.
Manson a oa bet kondaonet da gentañ d'ar boan a varv, a-benn ar fin e voe kemmet ar varn evit toull-bac'h difin pa voe roet lamm d'ar barnedigezhioù d'ar boan a varv a-raok ar bloavezh 1972 gant lez-varn uhel Stadoù-Unanet Amerika. Toullbac'het e oa bet Manson da gentañ e toull-bac'h Stad San Quentin hag adalek 1989 betek e varv e toull-bac'h Stad Corcoran.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Manson a voe ganet e 1934. Ar vamm a oa ur vaouez yaouank oadet a 16 vloaz ha dizimez, Kathleen Manson-Bower-Cavender, ganet Maddox (1918–1973). Ar vugel a oa ganet en hospital e Cincinnati, Ohio. Manson a oa bet anvet da gentañ "no name Maddox". Goude nebeut sizhunioù e oa graet Charles Milles Maddox anezhañ.
Tad gwirion Charles Manson a vefe bet ar c'horonal Walker Henderson Scott Sr (1910–1954)[1]. Ar vamm Kathleen a bet o tougen klemm evit ma vefe anzavet ar vugel gant an tad met echuet e oa an afer gant ur varnadenn asantet kenetre e 1937. Seblantout a ra ne vefe ket bet gwelet biken e dad gant Manson.
Lies eo ar paperioù ofisiel a vez kavet e doser Manson e 1953 goude ma voe bet seizh miz en National Training School for Boys e Washington, D.C.. Lakaat a reont war-wel e vefe ar "C'horonal Scott" un den du. An div frazenn gentañ bet skrivet evit diskrivañ orin ar familh a embann "Father: unknown. He is alleged to have been a colored cook by the name of Scott, who got promiscuous with Charles's mother at the time of her pregnancy." Pa voe goulennataet Manson gant ar prokulor Vincent Bugliosi e 1971 war an doser e voe nac'het kreñv gant Manson e vije bet hendadoù du e-kostez e dad. Ouzhpenn-se hervez listennoù niveradegoù 1920 ha 1930 evit "Colonel Scott" e vez embannet e oa un den gwenn.
E skrid-buhez Manson (drezhañ e-unan) ar C'horonal Scott a vez diskrivet evel "a young drugstore cowboy ... a transient laborer working on a nearby dam project". Scott a oa bet o labourat bep an amzer e milinoù ar vro, brud fall a oa warnañ o embann e oa ur c'hwiblaer. Lakaet en doa Maddox da grediñ e oa eñ ur c'horonal el lu stadunanat, padal an anv "Koronal" na oa nemet ul lesanv. Pa voe laret dezhañ gant Maddox e oa hi dougerezh, e laras dezhi e oa bet galvet gant al lu ha rediet mont kuit. Goude meur a miz e voe komprenet ganti ne oa ket ar c'hoant gantañ da zistreiñ d'ober war he zro hag hini ar vugel da viken.
Adkemer er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Manson a zo bet un awen e tachennoù lies ar sevenadur evel ar sinema, ar sonerezh pe an tresañ.