Mont d’an endalc’had

Homoforiezh

Eus Wikipedia

Implijet e vez an termen yezhoniel homoforiezh (saoz.: homophora) evit komz eus un doare ezoforiezh pa ra dave elfennoù ul lavarenn pe ur skrid da elfennoù er-maez eus ar skrid e-unan met komprenet a-drugarez d'an anaoudegezhioù boutin etre an hini a gomz hag an hini a glev, da skouer:

"Ha klevet az poa ar Prezidant o kaozeal war ar skinwel dec'h da noz?"

Amañ, daoust ha n'emañ ket resisaet er skrid da beseurt "prezidant" e reer dave, e c'hell bezañ komprenet eus piv ez eus komz a-drugarez d'al lec'h ha d'an amzer ma vez produet ar skrid ha/pe a-drugarez da anaoudegezhioù sevenadurel boutin an hini a brodu ar skrid (pe al lavarenn) hag an hini (pe ar re) a resev anezhañ.