Holger Pedersen

Eus Wikipedia

Holger Pedersen (Gelballe, Danmark, 7 a viz Ebrel 1867 - Kopenhagen, 25 a viz Here 1953) a oa ur yezhoniour danat a studias ar yezhoù keltiek ha yezhoù indezeuropek all (albaneg, yezhoù slavek, yezhoù baltek...).

E 1895 e teskas iwerzhoneg en inizi Árainn, en Iwerzhon, hag e 1896 e teuas da Vreizh ma kejas gant Joseph Loth hag Antoine Meillet. Un dezenn diwar-benn ar yezhoù keltiek a savas evit e zoktorelezh e skol-veur Kopenhagen. Tremen a reas ar braz eus e vuhez o kelenn er skol-veur-se. Skrivañ a reas e labourioù en alamaneg hag e galleg, div yezh implijet kalzik e metoù ar yezhoniourien en amzer-se. Brudet eo e Vergleichende Grammatik der keltischen Sprachen ("Yezhadur keñveriet eus ar yezhoù keltiek", 1909) hag a voe lakaet e saozneg gant Henry Lewis, gant an titl A concise comparative Celtic grammar (1937).