Mont d’an endalc’had

Hindouegezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hindoued)
Hindouegezh
relijion, major religion, doare bevañ, Sevenadur, exonym
Iskevrennad eusRelijionoù India, folk religion, relijion stad Kemmañ
Deiziad krouiñtalvoud dianav Kemmañ
Anv er yezh a orinहिन्दूधर्मः Kemmañ
Anvet diwarIndus Kemmañ
Lec'hworldwide Kemmañ
Lec'h diazezSindh Kemmañ
Foundational textVeda Kemmañ
Raklec'hiet gantHistorical Vedic religion Kemmañ
Heuliet gantBoudaegezh, Jainegezh, Sikhegezh Kemmañ
Levezonet gantHistorical Vedic religion, Dravidian folk religion Kemmañ
Studiet gantHindu studies Kemmañ
Hashtaghinduism Kemmañ
Dezverket dreliesdoueegezh, Pantheism, Adkemer korf, karma Kemmañ
Istorhistory of Hinduism Kemmañ
Stack Exchange site URLhttps://hinduism.stackexchange.com Kemmañ
Arouezenn Unicode🕉️ Kemmañ

An Hindouegezh (Sañskriteg: हिन्दू धर्म, Hindū Dharma, a vez graet ivez |सनातन धर्म, Sanātana Dharma) anezhi, a zo ur relijion a orin eus Indez. Dindan an anv-se e lakaer kalz traoù disheñvel, kredennoù, obererezh, skridoù pe anvioù. An darn vrasañ eus an Hindoued a gred en ur spered eus ar bed a reont Brahman anezhañ hag a azeulont e meur a stumm, skeudennet ma'z eo gant doueed evel Vichnu, Chiva ha Chakti. E-barzh an hindouegezh ez eus kant tra d'ober, da anavezout ar spered a zo e pep lec'h ha d'an den da anavezout e natur-eñ e-unan.

Ur miliard a feizidi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An trede relijion vrasañ er bed eo an hindouegezh. E 2005 e konted tost d'ur miliard a feizidi, 890 milion anezho o chom en India[1].

Ar broioù all enne kalz a hindoued zo Nepal, Bangladesh, Pakistan, Sri Lanka, Indonezia, Malaysia, Singapore, ar Rouantelezh Unanet, Kanada hag ar Stadoù-Unanet. N'eus nemet ur vro, Nepal, he deus lakaet an hindouegezh da relijion ofisiel.

Gwelet e vez an hindouegezh evel ar c'hoshañ relijion war an douar[2],[3] N'he deus ket, evel ar relijionoù all, un diazezer hepken[4],[5].

Diazezet eo war un toullad skridoù relijiel savet a-hed ar c'hantvedoù, enne alioù speredel ha reolennoù evit ren ur vuhez relijiel. e-touez ar skridoù-se emañ ar Veda, ar re goshañ. A-hend-all e ranker menegiñ an 18 Purana Ha barzhonegoù ar Mahabharata hag ar Ramayana. Ar Bhagavad Gita, a zo ul lodenn eus ar Mahabharata, a zo ur skrid studiet kenañ dre ma tastum kelennadurezh speredel ar Veda[6].

  1. Adherents
  2. An Introduction to Hinduism, "The Origin of Hinduism" war About.com
  3. Hinduism and the Clash of Civilizations gant David Frawley (Vamadeva Shastri)
  4. Osborne, E: "Accessing R.E. Founders & Leaders, Buddhism, Hinduism and Sikhism Teacher's Book Mainstream.", page 9. Folens Limited, 2005
  5. Klostermaier, K:"A Survey of Hinduism", page 1. SUNY Press, 1994.
  6. Gwelit Gītā Dhyānam

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]