Mont d’an endalc’had

Hillig

Eus Wikipedia
Ur plac'hig o hilligañ ur babig d'ober dezhañ c'hoarzhin.

Hilligañ, pe herlinkat, zo lakaat unan bennak da c'hoarzhin dre stekiñ ouzh e gorf gant ar bizied.
Lodennoù hilligus zo er c'horf : sol an treid, divgazel, pennoù an daoulin.
N'hall ket an dud en em herlinkat o-unan[1].

Ar rouanez egiptat Hatchepsout a rae d'an dizoged herlinkat he zreid.

Gwallgaserezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz a vez a-wechoù eus boureviañ dre hilligañ, met kentoc'h el levrioù bannoù-treset.
Koulskoude e c'hall tud zo kemer plijadur o lakaat re all da c'houzañv dre re c'hoarzhin : sadegezh n'eo ken.
En Henroma, mare zo bet, e veze lakaet ur c'havr da lipat treid an dud kondaonet goude ma oa bet lakaet holen warne.

  1. Sarah-Jayne Blakemore, Why can’t you tickle yourself? papers/BlaWolFri NRreview2000.pdf Perak n'hallit ket en em herlinkat