Mont d’an endalc’had

Hiiumaa

Eus Wikipedia
Kartenn eus inizi Estonia
Kartenn eus inizi Estonia

Hiiumaa (svedeg hag alamaneg Dagö, finneg Hiidenmaa) eo an eil enezenn vrasañ (989 km²) en Estonia. Er Mor Baltel emañ, en hanternoz da enez Saaremaa.

An enezenn vrasañ eo e Kontelezh Hiiu, anvet Hiiumaakond en estoneg.

E dalc’h Urzh ar varc’heien deutonek e voe betek 1563 (war gont Kevre an Hansa) ; ha goude-se en hini Sveden betek 1710, pa voe staget ouzh Rusia, evel ar peurrest eus Estonia.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]