Hidalgo
Neuz
Hidalgo, pe hijodalgo, zo ur ger spagnolek deuet eus ar gerioù "Hijo de algo", pe "Hijo d´algo". Fidalgo a veze lavaret e portugaleg.
Un anv eo a veze graet eus tud ha ne oant ket eus an noblañs war-eeun, met un nebeud dreistgwirioù o devoa, ha ne baeent ket tailhoù zo.
Uheloc'h eget an dud "a netra" e oant, ha lorc'h enne, dre ma ne labourent ket. Kalz anezho a oa paour-razh, er XVIvet ha XVIIvet kantved, met labourat a oa un dizenor.
An hidalgo brudetañ zo bet eo Don Quijote de la Mancha, met un dudenn eus al lennegezh n'eo ken.
- Gwelout hidalgo (noblañs).
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet eo an anv da vout un anv-tiegezh
- Juan Hidalgo (1514 - ?) , konkistador spagnol.
- Juan Hidalgo de Polanco (1614-1685), sonaozour barok spagnol
- Bartolomé José Hidalgo (1788-1822), skrivagner urugwaiat
- Alberto Hidalgo Lobato (1897-1967), barzh perouat
- Anne Hidalgo (ganet e 1959), politikourez c'hall
- Michel Hidalgo, melldroader gall.
- Miguel Hidalgo y Costilla, stourmer evit dizalc'hted Mec'hiko
- Juan Miguel Hidalgo, pianoour, sonaozour, ha rener laz-seniñ spagnol.
Lec'hanvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Mec'hiko
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stad Hidalgo (stad) en Mec'hiko
- Hidalgo (Durango)
- Hidalgo (Michoacán)
- Hidalgo (Nuevo León), ur gêr en hanternoz Mec'hiko
- Hidalgo (Chiapas), e Chiapas
- Hidalgo (Comaltitlán), en Chiapas ivez
- Ciudad Hidalgo, anv div gêr
- Miguel Hidalgo (Distrito Federal), ur bourk e Distrito Federal Mec'hiko, anvet war-lerc'h anv ar stourmer.
E SUA
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hidalgo, Illinois
- Hidalgo, Texas
- Kontelezh Hidalgo e stad Texas, e SUA
- Kontelezh Hidalgo e stad Mec'hiko Nevez, e SUA
Filipinez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hidalgo Street, e Manila, a vez graet paradoz al luc'hskeudennerien er Filipinez ganti .
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A bep seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An asteroidenn (944) Hidalgo
- Hidalgo (film), ur film stadunanat gant Viggo Mortensen (2004), anv e varc'h eo anv ar film, a oa "Océanos de fuego" e spagnoleg.