Hervey le Breton
| Anv | Herve(y) le Breton |
| Marv | 30 a viz Eost 1131 |
| Eskobidigezh | 1092, Bangor |
| Titl | Eskob Ely |
| Remzad | Chapalan ar roue William II (diasur) Eskob Bangor (1092-1108) Eskob Ely (1108-1131) |
| En e raok | (Eskopti nevez) |
| En e c'houde | Nigel of Ely |
| Beziadur | Iliz-veur Ely |
Herve le Breton (saozneg : Hervey le Breton ; marvet d'an 30 a viz Eost 1131) a oa ur beleg kristen genidik eus Breizh[1] hag a voe anvet da eskob Bangor e Kembre kent bout eskob Ely (Cambridgeshire) e Bro-Saoz.
Remzad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chapalan d'ar roue saoz William II e vefe bet Herve[2] hogen diasur eo[3].
Bangor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1092 e voe eskobet hag anvet e Bangor[4] gant ar roue[5]. D'ar mare-se e oa Bangor e Rouantelezh Gwynedd, a oa bet aloubet gant Normaned[6] nevez a oa ; a-c'houde lazh ar roue norman Robert de Ruddlan e 1093 e renas e genderv Hugues d'Avranches (1047-1101), 1añ kont Chester[7].
Hep mar ebet e oa bet anvet Herve eno evit kreñvaat beli an Normaned war ar rouantelezh kembreat[8].
Petra bennak ma oa Bangor dindan dalc'h eskopti Canterbury ez eo Thomas de Bayeux, arc'heskob York, a eskobas Herve le Breton rak ne oa arc'heskob ebet e Canterbury en ampoent[9].
Fall-meurbet e voe e zarempredoù gant Kembreiz. E dielloù Iliz-veur Ely (latin : Liber Eliensis) e lenner kement-mañ :
Dre ma ne ziskoueze ket [Kembreiz] an doujañs hag an azaouez a zo dleet d'un eskob e c'hoarias [Herve] ar c'hleze div zremm lemm evit o sujañ, en ur o rediañ dre forzh ezkumunugennoù koulz ha dre armead e gerent ha heulierien all. Herzel outañ a rejont koulskoude, hag e waskañ gant kement a zañjerioù ma lazhjont e vreur ha ma voent mennet da ober heñvel dezhañ mar gelljent lakaat o daouarn warnañ.
– Liber Eliensis[10]
.
Ret e voe d'an eskob kontañ war e soudarded dezhañ evit bout gwarezet. Er bloaz 1094 ec'h emsavas Kembreiz, renet gant Gruffudd ap Cynan enep beli an Normaned e Gwynnedd, ha dic'houest e voe Herve da chom en e eskopti pa grogas tud ar vro da ziarbenn an alouberien. Evit doare, e emzalc'h da geñver Kembreiz a voe unan eus abegoù e eztitladur er bloaz 1108, met betek 1109 e chomas an titl a eskob Bangor gantañ.
Da heul marv William II er bloaz 1100, Henry I a oa o ren ; mennet e oa da envel Herve en eskopti Lisieux e Normandi er bloaz 1106, hogen kazeg a reas[3] en abeg da enebiezh Anselmo d'Aosta (Aosta, c. 1033-1109), eskob nevez Canterbury, a nac'has ma vefe Herve eskob e Normandi[11]. Gouest e oa da gemer an disentez-se peogwir e oa bet roet dezhañ galloud d'en ober gant ar pab Paskal II e 1102[3]. Kofesour ar roue Henry I e voe an eskob e-pad e harlu[12]. Dieskob e chomas Bangor betek 1120, ar bloaz ma voe anvet David Scotus da eskob eno[13],[14].
Ely
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloaz 1109 e voe staliet un eskopti nevez en Bro-Saoz, hini Ely, war-hed 23 km diouzh Cambridge, er biz d'an arc'heskopti.
Herve le Breton e voe an eskob kentañ eno, kadoriet en Iliz-veur an Dreinded Santel ha Dirann ha Santez Etheldreda[15], bet savet adalek 1083 war dachenn un abati bet staliet e 672 gant ar briñsez Æthelthryth (Sz. Etheldreda, Sz. Audrey)[16].
A-raok mervel e 1107, an abad Richard en Ely en devoa klasket gounez digant ar bibien Urban II ha Paskal II ma vefe uhelaet statud e abati d'un eskopti. Goude tremenvan an abad e voe anvet Herve da verour an abati e-pad ma oa hep rener[17]. Gantañ e voe broudet he menec'h da skorañ mennad Richard ; asantet e voe gant an arc'heskob Anselmo, da c'hortoz aotre ar pab. A-du e savas Paskal II, hag e 1109 e voe sevenet hunvre Richard[18].
Ar venec'h a oa bet o chom en abati a droas da chalonied an iliz-veur[17]. En hevelep bloaz ec'h asantas ar pab treuzkas Herve le Breton eus eskopti Bangor da hini Ely, ma voe an eskob kentañ goude bout bet eskobet e miz Here[19]. Kerkent hag erru en Ely e tegasas nevezentioù.
Dindan e c'hoursell e voe savet un hent etre kêr Exning, a zo 19 km er reter-biz da Gambridge ha 16 km er su-gevred da Ely, evit ma vefe aesoc'h da birc'hirined tizhout an eskopti evit azeuliñ santez Etheldreda.
Gourc'hemenn a reas an eskob ma vefe kendastumet kronikoù an abati, e latin, a voe lakaet pelloc'h e hini an eskopti, eleze al Liber Eliensis[20]. Diwar ul levr hensaoznek e voe savet kronik latin an abati e gwirionez : Æthelwold (c. 906-984), eskob Winchester (Hampshire), en devoa kendastumet listenn an aotreoù, ar profoù hag ar yalc'hadoù a oa bet roet d'an abati gant pibien pe arc'heskeb[21]. A-zevri e klaskas eskob Ely adtapout ar gwirioù gladdalc'hel-se, en enep ouzh marc'heien o devoa annezet an douaroù hep rentañ nep servij d'an eskopti[22].
Nebeut-nebeut a ouzer a-zivout oberiantiz an eskob Herve a-fet mererezh, nemet e kemeras perzh e 1127 en ur C'huzul renet gant ul legad (ur c'hannad a-berzh ar pab Honorius II), hag e 1129 en ur C'huzul roueel.
D'an 30 a viz Eost 1131 ec'h eas Herve "Hervey" le Breton da Anaon[23] En deiz war-lerc'h e voe beziet en e iliz-veur
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (la) Liber Eliensis @ Internet Archive. Kavet : 05 Du 2025..
- (en) Barlow, Frank. The English Church 1066–1154: A History of the Anglo-Norman Church. New York : Longman, 1979 (ISBN 978-0-582-50236-9).
- (en) Barlow, Frank. English monarchs : William Rufus. Berkeley : University of California Press, 1983 (ISBN 978-0-520-04936-9).
- (en) Bartlett, Robert. England under the Norman and Angevin kings, 1075-1225. Oxford : Oxford University Press, 2000 (ISBN 978-0-19-822741-0).
- (en) Brett, Michael. The English Church under Henry I. Oxford : Oxford University Press, 1975 (ISBN 978-0-19-821861-6).
- (en) Fryde, E. B. ; Greenway, D. E. ; Porter, S. ; Roy, I. Handbook of British Chronology . Cambridge :Cambridge University Press, 1996 (ISBN 978-0-521-56350-5).
- (en) Green, Judith A. The Government of England under Henry I . Cambridge : Cambridge University Press, 1989 (ISBN 978-0-521-37586-3).
- (en) Greenway, Diana E. Archdeacons: Ely. In : Fasti Ecclesiae Anglicanae 1066-1300: Volume 2, Monastic Cathedrals (Northern and Southern Provinces). London : Institute for Historical Research, 1971. • En-linenn @ British History Online.
- (en) Miller, Edward. The Abbey and Bishopric of Ely. Cambridge : Cambridge University Press, 2008 (ISBN 978-0-521-08650-9).
- (en) Pearson, M. J. Bishops of Bangor. In : Fasti Ecclesiae Anglicanae 1066–1300: Volume 9: The Welsh Cathedrals (Bangor, Llandaff, St Asaph, St Davids): Bishops of Bangor. London : Institute for Historical Research, 2003 • En-linenn @ British History Online. Kavet : 05 Du 2025..
- (en) Pepin, David. Cathedrals of Britain. Oxford : Shire Publications, 2016 (ISBN 978-1-78442-049-9).
- (en) Van Houts, Elizabeth. Historical Writing. In : A Companion to the Anglo-Norman World, pp. 103-121. Woodbridge : Boydell, 2007 (ISBN 978-184383-341-3)
- (en) Vaughn, Sally N. Anselm of Bec and Robert of Meulan: The Innocence of the Dove and the Wisdom of the Serpent. Berkeley : University of California Press, 1987 (ISBN 978-0-520-05674-9).
- (en) Walker, David. Medieval Wales. Cambridge : Cambridge University Press, 1990 (ISBN 978-0-521-31153-3).
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Miller 2008, p.3.
- ↑ Green 1989, p. 278
- ↑ 3,0 3,1 ha 3,2 Pearson 2003.
- ↑ Fryde &al. 1996, p. 290.
- ↑ Chibnall 1986, pp. 81–82.
- ↑ Eus an Normaned a oa o ren e Bro-Saoz a-c'houde Emgann Hastings e 1066 ez eus anv amañ, n'eo ket eus Vikinged.
- ↑ Barlow 1983, p. 320-324.
- ↑ Barlow 1983, p. 322.
- ↑ Barlow 1979, p. 69.
- ↑ Bartlett 2000, p. 93.
- ↑ Vaughan 1987, pp. 320-321.
- ↑ Brett 1975, p. 105.
- ↑ "David ar Skosad", ur c'hroniker gouezelek a orin eus Bro-Skos pe eus Iwerzhon, a voe eskob Bangor betek e dremenvan e 1139.
- ↑ Walker 1990, p. 68.
- ↑ Cathedral Church of the Holy an Undivided Trinity and St. Etheldreda hiziv bepred.
- ↑ Pepin 2016, pp. 108-111)
- ↑ 17,0 ha 17,1 Miller 2008, p. 75.
- ↑ Brett 1975, pp. 57–58.
- ↑ Greenway 1971.
- ↑ Miller 1951, p. 4.
- ↑ Van Hout 2007, p. 110.
- ↑ Miller 1951, p. 166
- ↑ Fryde, &al. 1996, p. 244
