Hermine Lecomte du Nouÿ
Hermine-Augustine-Eugénie Lecomte du Nouÿ, (Pariz, 10 a viz Meurzh 1854 – Pariz, 18 a viz Even 1915) a oa ur skrivagnerez c'hall. Brudet eo he darempred gant Guy de Maupassant.
Hermine Oudinot e oa hec'h anv plac'h yaouank, merc'h e oa d'al livour war gwer Eugène Oudinot. He c'hoar, Camille Oudinot, a voe romantourez.
En 1876 e timezas Hermine da André Lecomte du Nouÿ, tisavour gall. Ur mab o doe, Pierre Lecomte du Nouÿ, matematikour, fizikour, ha prederour. En 1896 ec'h embannas ur romant, anvet Amitié amoureuse, a voe brudet-kaer. Peuvuiañ e sine hec'h oberoù gant an anv-pluenn « Pierre Guérande » er gelaouenn Vie heureuse. Saloñs a zalc'he er gêr ha di e terede ar skrivagnerien diouzh ar c'hiz.
Afer ar falslizhiri
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad bloavezhioù eo bet liammet anv Guy de Maupassant ha hini Hermine (anvet « Madame X »), en un embann-lizhiri. Kroget e voe an afer d'ar 25 a viz Here 1912 pa voe embannet ar pennad « Guy de Maupassant intime (notes d'une amie) » sinet « Madame X », er gelaouenn La Grande Revue ma kaved paket ennañ ul lizher diwar zorn Maupassant. Hag en 1913 adarre e voe embannet daou lizher all, d'ar 25 a viz Meurzh 1913 ha d'an 10 a viz Ebrel 1913.
Er bloavezhioù 1990, setu ur c'hlasker da gavout ne oa ar « Madame X » nemet Adrien Le Corbeau (a gemere ivez anvioù-pluenn all: Adrian Corbul pe Radu Baltag), alias Claude Rodolphe Bernhaut, ur mignon d'ar barzh roumanek Victor Eftimiu (1889 – 1972). Hennezh, er gelaouenn roumanek Dimineata, d'ar 17 a viz Mezheven 1932, a ziskulias ar farsadenn, hag a anzavas e oa ivez ur raktres oberennoù diwar-zorn ur mab bastard da Maupassant »[1].
Ar « falslizhiri », a voe tennet eus adembannadur an dastumad Pléiade.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L'Erreur d'aimer (1893) (rakskrid gant Marcel Prévost)
- Steeple-chase, scènes de la vie mondaine en un acte, 1896, pezh-c'hoari (kenskrivet gant Suzanne Reichenberg)
- Amitié amoureuse 1896 Calmann-Lévy. Adembannet e 2013.
- Désobéissance criminelle 1899 Hachette
- L'amour est mon péché 1899 Calmann Lévy
- Le Doute plus fort que l'amour 1900 Calmann Lévy
- Mater dolorosa 1901 (kenskrivet gant Maurice de Waleffe) Calmann Lévy
- Maudit soit l'amour 1901 (kenskrivet gant Maurice de Waleffe) Calmann Lévy
- Hésitation sentimentale 1902 Calmann Lévy
- En regardant passer la vie 1903 (kenskrivet gant Henri Amic) Paul Ollendorff
- La Joie d'aimer 1904 (kenskrivet gant Henri Amic) Calmann Lévy
- Les serments ont des ailes 1904(kenskrivet gant Henri Amic) Calmann Lévy
- Jours passés 1908 (kenskrivet gant Henri Amic)
- L'amour guette 1908 (kenskrivet gant Jean de Fossendal)
- La Route interrompue 1910 (kendroet gant B. Mayra) Pierre Lafitte
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez Jacques Bienvenu a zizoloas sekred Adrien Le Corbeau : kontet gant Philippe Di Folco en Les Grandes Impostures littéraires, Paris, Écriture, 2005, {{145-150}} (ISBN 978-2-909240-70-1)