Roumaneg
Neuz
(Adkaset eus Roumanek)
Roumaneg (Română) | |
---|---|
Tachenn ar roumaneg hag ar yezhoù kar (aroumaneg) | |
N'emañ ket en arvar | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Roumania, Moldavia |
Komzet gant : | 24 milion (evel yezh kentañ) + 4 milion (evel eil yezh) |
Renkadur : | 34-41[1] |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Roumania, Moldavia, Voivodina (Serbia), Unaniezh Europa |
Akademiezh : | Academia Română |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ro |
ISO 639-2 | rum (T) / ron (B) |
ISO 639-3 | ron |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh indezeuropek eus skourr ar yezhoù romanek eo ar roumaneg (română, limba română), komzet e Roumania hag e Moldova dreist-holl. Ur yezh ofisiel eo e Roumania, Moldova, hag e proviñs emren Voivodina, e Serbia. E Republik Moldova e reer limba moldovenească eus ar yezh ofisiel ("moldoveg"), evit abegoù politikel (sellit ouzh Moldoveg da c’houzout hiroc’h).
Komzet e vez roumaneg gant war-dro 26 milion a dud.
Ouzhpenn al lizherennoù boas el lizherenneg latin e kaver ivez al lizherennoù-mañ e roumaneg : Ă (A gant breve), Â, Î (A, I, gant un tired kognek), Ș (S virgulenn), Ț (T virgulenn).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ethnologue report for Romanian
- Romanian lessons (e saozneg hag e meur a yezh all)
- Guide linguistique roumain (Wikivoyage) (e galleg)
- Kompren ar roumaneg (en alamaneg)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez ar studiadennoù ha hervez an niver a gomzerien (yezh kentañ/eil yezh).