Heriberto Jara Corona
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Mec'hiko |
| Anv e yezh-vamm an den | Heriberto Jara Corona |
| Anv-bihan | Heriberto |
| Anv-familh | Jara |
| Anv | Heriberto C. Jara |
| Deiziad ganedigezh | 10 Gou 1879 |
| Lec'h ganedigezh | Nogales |
| Deiziad ar marv | 17 Ebr 1968 |
| Lec'h ar marv | Kêr-Vec'hiko |
| Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
| Micher | politiker, milour, diplomat, ministr |
| Karg | governor of Tabasco, Governor of Veracruz, Member of the Chamber of Deputies of Mexico |
| Lec'h labour | Kêr-Vec'hiko |
| Strollad politikel | Institutional Revolutionary Party |
| Grad milourel | jeneral |
| Brezel | Dispac'h Mec'hiko |
| Prizioù resevet | Belisario Domínguez Medal of Honor, International Stalin Prize for Peace |
Ur politikour dispac'hel a Vec'hiko e oa ar Jeneral Heriberto Jara Corona, bet ganet d'an 10 a viz Gouere 1879 hag aet da anaon d'ar 17 a viz Ebrel 1968.
Ganet e oa bet e Nogales e Veracruz (Mec'hiko), mab e oa da Emilio Jara Andrade ha da María del Carmen Corona.
Stagañ a reas gant Dispac'h Mec'hiko pa oa o labourat en ul labouradeg e Rio Blanco e Veracruz.
Er bloaz ma oa bet dilennet Francisco Madero evel Prezidant Mec'hiko, e oa bet dilennet Heriberto Jara Corona evel dileuriad e Kendalc'h ar vro, hag e 1916 e oa bet dilennet adarre.
E-touez an dud bet savet gante Bonreizh Mec'hiko e oa Heriberto Jara Corona e 1917.
Lakaet e oa bet da gannadour Mec'hiko e Kuba ha dilennet e oa bet da Gouarnour Veracruz.
E 1950 e oa bet roet dezhañ Priz Lenin ar Peoc'h hag e 1959 e resevas Medalenn Enor Belisario Domínguez.
Anvet e oa an aerborzh "Aerborzh Etrebroadel General Heriberto Jara" en e enor.