Herero

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Herero

An darn-vrasañ eus an Hereroed zo o chom e mervent Afrika, en ur vro anvet Namibia. Ar re all zo o chom e Botswana pe Angola.

Etre an 17vet hag an 18vet kantved, en deus divroet ar bobl hereros betek al lec'h vez anvet hiziv Namibia hag int staliet evel besaerien.

Anavezet e vezont a-drugarez d'ar portugalad Bartolomeu Dias, moraer o kilweañ ar c'hap Bonne-Espérence e 1488. Kalz a europeaned zo deuet da c'houde. E 1878, e teu an Alamanted met kalz a vo a-enep to dre ma gemerint an douaroù evit an ti-feurm.

E 1904, eo en em savet ar bobl Hereros a-enep d'an drevadenerezh alaman. Kastiset int bet diwar urzh ar jeneral Lothar von Trotha da lazhañ anezhe. Abalamour da se, eo tremenet deus 80 000 da 15 000 a Herero.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komz a reont ar yezh Herero (Otjiherero vez graet anezhi), ur yezh Bantu eo.

Meur a rannyezh disheñvel a zo ha komprenus int peurliesañ an eil gant egile.

Gant an Herero standard vez graet e mediaioù namibian hag er skol.

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daouduek eo ho sistem diskennadur. An hêrezh a zeu diouzh an tad ha diouzh ar vamm er memes tro.

An Herero-ed a zo peurliesañ desaverien loened hag o statud a zepant ouzh an niver a bennoù o deus. Ar chatal an hini a 'n eus ar muiañ a dalvoudegezh. Ar baotred a ra war-dro an desaverezh hag ar werzhañ loened. Ar maouezed a ra war-dro goro ar saout. al labour menajerez, eostiñ hag ar vugale. Loc'h a zo gant an hereroed da gaout maout setu perak o deus, ar maouezed, tokoù kornek. Gwiskañ a ra ivez, ar maouzed, saeoù viktorian deus ar 19vet kantved, bet roet dezhe gant an alamantet nec'het gant o noazhded.

Kredennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Omuroi zo un añv Herero roet d'unan bennak suspedet da vezañ ur sorserezh a nij e pad an noz pe a ra trioù hud pe a varc'h an dud. Skoilh a reont ouzh an Omuroi en ur vont da gousket. Re all a gred, pa vez komzet gant an tasmant d'an noz ha pa vez klevet o mouez e lak anezhe da vont kuit gant ur skrijadenn. Re all c'hoazh a gousk gant boujienn rak krediñ a reont o deus an tasmant aon rak ar sklerijenn. Ar vrizhkredenn, ar superstision-se a gendalc'h hiziv an deiz.