Henriette Bro-C'hall (1609-1669)

Eus Wikipedia
Ur pennad Henriette Bro-C'hall zo ivez.
Henriette Bro-C'hall, rouanez Bro-Saoz

Henriette Marie de France[1] (Pariz, 25 Du 1609 - Colombes, 10 Gwengolo 1669) a oa ur briñsez c'hall, deuet da vout rouanez kenseurtez Bro-Saoz.

Hec'h anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e oa Henriette diwar anv he zad, roue Bro-C'hall. Hi an hini zo kaoz da vrud an anv Henrietta e Bro-Saoz.
Diwar hec'h anv Marie eo e voe anvet Maryland.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa d'ar roue gall Herri IV (Bro-C'hall) ha d'e bried Maria de' Medici. Dimezet e voe e 1625 d'ar roue Charles Iañ Bro-Saoz.

Pa c'hoarvezas Dispac'h Bro-Saoz ez eas da repuiñ da Vro-C'hall gant he bugale.

Eured ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Ganet Marvet Notennoù
Charles James, Dug Cornwall 1629 1629 Marv-ganet
Charles II 1630 1685 Dimezet da Catarina Bragança (1638–1705) e 1663. Divugel.
Mary, Priñsez Orange 1631 1660 Dimezet da William II, Priñs Orange (1626–1650) e 1641. Bugale.
James II Bro-Saoz 1633 1701 Dimezet div wech: (1) Anne Hyde (1637–1671) e 1659; bugale
(2) Maria di Modena (1658–1718) e 1673; bugale
Elizabeth of England 1650 Marvet yaouank; divugel. Beziet e Newport, Isle of Wight
Anne Bro-Saoz (1637–1640) 1637 1640 Marvet yaouank; divugel. beziet e Westminster Abbey
Catherine, Priñsez Bro-Saoz 1639 1639 Marv-ganet; beziet e Westminster Abbey.
Henry Stuart, Dug Gloucester 1640 1660 Dizimez; divugel. Beziet e Westminster Abbey
Henriette Bro-Saoz 1644 3 1670 Philippe Iañ, Dug Orléans (1640–1701) e 1661; bugale
  1. Henrietta Maria of France e saozneg.