Henri Konan Bédié
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs, Aod an Olifant |
| Anv e yezh-vamm an den | Henri Konan Bédié |
| Anv-bihan | Henri |
| Anv-familh | Bédier |
| Deiziad ganedigezh | 5 Mae 1934 |
| Lec'h ganedigezh | Daoukro |
| Deiziad ar marv | 1 Eos 2023 |
| Lec'h ar marv | Abidjan |
| Pried | Henriette Konan Bédié |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | politiker, diplomat, ministr |
| Karg | President of the Ivory Coast, Minister of the Economy and Finance of Ivory Coast |
| Bet war ar studi e | University of Poitiers |
| Strollad politikel | Democratic Party of Côte d'Ivoire – African Democratic Rally |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1995 Ivorian presidential election |
| Prizioù resevet | National Order of the Ivory Coast, Grand Cross of the Order of Good Hope, Grand Officer of the Order of Prince Henry, Order of Good Hope, honorary doctor of University of Lyon-III |
Henri Konan Bédié (5 a viz Mae 1934 - 1añ a viz Eost 2023) zo ur politikour ha bet eil prezidant Aod an Olifant etre 1993 ha 1999.
Goude e studioù e Bro-C'hall e teuas da vezañ kannadour er Stadoù-Unanet hag e Kanada. Goude-se e voe ministr an Arc'hant ha prezidant ar Vodadenn vroadel en e vro. Gant ar garg-se e oa pa varvas ar prezidant Félix Houphouët-Boigny e miz Kerzu 1993 hag e teuas neuze da vezañ prezidant Aod an Olifant en etrekarg. E 1995 e c'hounezas an dilennadegoù gant 96% eus ar mouezhioù dre ma oant bet boikotet gant ar strolladoù politikel pennañ all.
D'ar 24 a viz Kerzu 1999 e voe distroadet gant un taol-Stad aozet gant Robert Guéï hag ec'h eas en harlu da Vro-C'hall. Distreiñ a reas d'e vro e 2001 ha kemer a reas perzh e dilennadegoù 2010 met ne voe ket evit mont d'an eil tro.
| Prezidanted Aod an Olifant
| |
|---|---|
| Félix Houphouët-Boigny | Henri Konan Bédié | Robert Guéï | Laurent Gbagbo | Alassane Ouattara |