Félix Houphouët-Boigny
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs, Aod an Olifant |
| Anv ganedigezh | Dia Houphouët |
| Anv-bihan | Félix |
| Deiziad ganedigezh | 18 Here 1905, 16 Here 1905 |
| Lec'h ganedigezh | N’Gokro, Yamoussoukro |
| Deiziad ar marv | 7 Kerzu 1993 |
| Lec'h ar marv | Yamoussoukro |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | prostate cancer |
| Pried | Marie-Thérèse Houphouët-Boigny, Kady Racine Sow |
| Bugel | Guillaume Houphouët-Boigny, Marie Houphouët-Boigny |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | politiker |
| Karg | kannad gall, Kentañ Ministr Aod an Olifant, ministre d'État, President of the Ivory Coast, Minister of Foreign Affairs of the Republic of Côte d'Ivoire |
| Bet war ar studi e | École normale William-Ponty |
| Lec'h labour | Pariz, Aod an Olifant |
| Strollad politikel | Democratic Party of Côte d'Ivoire – African Democratic Rally |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman, animism |
| Ezel eus | Académie des Sciences d’Outre-Mer |

Félix Houphouët-Boigny, ganet Dia Houphouët, (wd 1905[1] - 7 a viz Kerzu 1993) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Aod an Olifant.
Studioù war ar vezegiezh a reas ha medisin e voe en e vro etre 1925 ha 1939. E 1939 e teuas da vezañ merour kanton Akouè hag e voe e karg eus plantadeg e familh. Krouiñ a reas ur sindikad e 1944 (Syndicat Agricole Africain) evit difenn ar blanterien afrikan ouzh an drevadennerien. E 1945 e voe dilennet da gannad e bodadenn vonreizhañ Bro-C'hall ha dre-se e tivizas ouzhpennañ ar ger Boigny (tourz) ouzh e anv.
Ne faote dezhañ bezañ dizalc'h diouzh Bro-C'hall nemet pa vefe tizhet an dizalc'hiezh ekonomikel gant e vro, er c'hontrol diouzh Ahmed Sékou Touré ha gantañ e vefe bet savet ar ger Françafrique a ra meneg eus kenlabourerezh don etre Bro-C'hall hag ar broioù bet trevadennet ganti. N'eo nemet dre heg neuze ma tisklêrias dizalc'hiezh Aod an Olifant d'ar 7 a viz Eost 1960.
Mervel a reas d'ar 7 a viz Kerzu 1993 ha Henri Konan Bédié a voe lakaet e penn ar vro.
Notenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez e vuhezskrid ofisiel e vefe ganet d'an 18 a viz Here 1905 met diaes eo krediñ en deiziad-se dre ne oa marilh ebet evit ar ganedigezhioù d'ar c'houlz-se eno.
| Prezidanted Aod an Olifant
| |
|---|---|
| Félix Houphouët-Boigny | Henri Konan Bédié | Robert Guéï | Laurent Gbagbo | Alassane Ouattara |