Helene Elisabeth von Isenburg
Helene Elisabeth Prinzessin von Isenburg, ganet kontez von Korff, hag anvet Schmising-Kerssenbrock (6 a viz Ebrel 1900 e Darmstadt - 24 a viz Genver 1974 e Heiligenhaus) a voe prezidantez kentañ Stille Hilfe für Kriegsgefangene und Internierte goude an Eil Brezel-Bed. Ur gevredigezh da skoazellañ an dorfedourien nazi e oa.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Helene Elisabeth priñsez von Isenburg a oa merc'h d'ar c'hont Alfred von Korff (anvet Schmising-Kerssenbrock), hag eñ enseller an dour hag ar c'hoadeier e Hatzfeld ha d'e wreg Helene (ganet Freiin von Hilgers).
He yaouankiz a gasas en ur familh a oa tomm-tre ouzh ar gatoligiezh. Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e labouras evel pareerez anavezet gant ar Stad. D'an 30 a viz Ebrel 1930 e timezas gant Wilhelm Prinz von Isenburg und Büdingen (1903–1956). E 1937 e voe lakaet da gelenner war ar meuriadoù hag en enklaskoù diwar-benn ar familhoù e München, ma savas a-du penn-da-benn gant menozioù gouennelour NSDAP. Helene Elisabeth a veze gwelet evel „feal a-fet politikerezh“ gant NSDAP[1].
Goude an Eil brezel-bed e voe prezidantez an aozadur Stille Hilfe a glaske skoazellañ an Nazied tamallet gant ar justis, evel en afer lazhadeg Malmedy.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Friedrich Pfad: Helene Elisabeth Prinzessin von Isenburg – Eine Spurensuche, Wistana Verlag, 2019, ISBN 978-3-9524953-3-9, (Leseprobe bei GoogleBooks).
- Friedrich Pfad: Die NSU-Affäre & Das Trio – Im Visier: Andrea Röpke, Oliver Schröm und Hajo Funke, Wistana Verlag, 2019, 2. Auflage, ISBN 978-3-9524953-1-5, (Leseprobe bei GoogleBooks).
- Oliver Schröm, Andrea Röpke : Stille Hilfe für braune Kameraden, Christoph Links Verlag, 2002, ISBN 386153231X
- Ernst Klee : Was sie taten - Was sie wurden, Fischer Taschenbuch (4364), 12. Auflage 1998, ISBN 3596243645
- Ernst Klee : Persilscheine und falsche Pässe, Fischer Taschenbuch (10956), 5. Aufl. 1991, ISBN 3596109566
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ernst Klee : Das Personenlexikon zum Dritten Reich. Wer war was vor und nach 1945. Fischer Taschenbuch Verlag, Zweite aktualisierte Auflage, Frankfurt am Main 2005, p. 279.
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |