Mont d’an endalc’had

Hedvig Eleonora von Fersen

Eus Wikipedia

Hedvig Eleonora von Fersen (1753–1792, Pisa) zo ur gontez svedat ha dimezell a enor gant rouanez Sveden Sofia Magdalena Danmark.

Merc'h e oa da Axel von Fersen an Henañ ha d'e bried Hedvig Catharina De la Gardie. C'hoar e oa d'ar c'hont Axel von Fersen ar Yaouankañ ha da Sophie Piper. Dimeziñ a reas d'ar c'hont Thure Leonard Klinckowström e 1773, ha pevar bugel o doe.

Brud he devoa da vezañ speredek ha desket. Mignonez e oa d'ar Briñsez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp, a skrivas en he deizlevr e oa ur vignonez vat, lemm he spered hag he zeod, diseblant ouzh ar bed avat hag ouzh he doare d'en em wiskañ.[1] Ar garg a zimezell a enor he devoa kemeret evit ober plijadur d'he fried he devoa dalc'het warni dre'n abeg e oa ezhomm arc'hant en tiegezh.[1]

E miz Kerzu 1775 he doe ul lizher digant Gustav III ma c'houlenne ar roue digant he fried erbediñ Bellman, "lesanvet Anacreon Sveden" evel sekretour ar roue. Skrivet en devoa:

"Gouzout a rit e karan ar varzhed, hag ar re svedek da gentañ-penn. Gouzout a rit e vez paour an dud-se dalc'hmat hag e c'houlennont skoazell dizehan. Gouzout a rit ivez ne vez ket frouezhus micher ar barzhoniañ ma ne vez ket leuniet o yalc'h dezho."

Ha Bellman a voe anvet da sekretour, evit 3,000 thaler ar bloaz, hag e roe an hanter d'an hini en devoa roet ar servij-se dezhañ.

  1. 1,0 ha1,1 Carl Carlson Bonde (1908). Hedvig Elisabeth Charlottas dagbok I 1775-1782 (The diaries of Hedvig Elizabeth Charlotte I) (in Svedeg). P.A. Norstedt & Söners förlag. 178 p.