Mont d’an endalc’had

Heñvelsilabennek

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen heñvelsilabennek (saoz.: tautosyllabic) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fonemoù en hevelep silabenn. Aralsilabennek a vez graet eus fomemoù e silabennoù disheñvel.

Da skouer, heñvelsilabennek eo ar fonemoù /k/, /a/ ha /z/ er ger unsilabennek brezhonek "kazh" . Er ger divsilabennek gallek "être" ("bezañ") ez eo heñvelsilabennek ar fonemoù /t/, /r/ hag (/ə/) e diwezh ar ger hag arallsilenennek int o-zri e-keñver ar vogalenn /ɛ/ e penn ar ger.

Heñvelsilabennek eo pep elfenn eus un diftongenn ivez.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.