Haus der Lüge

Eus Wikipedia

Haus der Lüge a zo pempvet albom ar strollad sonerezh-arnodiñ ha sonerezh industriezh alaman Einstürzende Neubauten. Deuet eo er-maez e 1989. Padout a ra 34.22 munutenn. Embannet eo bet gant Thirsty Ear.

Listenn ar c’hanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Prolog - 1:50
  2. Feurio! - 6:02
  3. Ein Stuhl in der Hölle - 2:09
  4. Haus der Lüge - 4:00
  5. Epilog - 0:28
  6. Fiat Lux - 12:24
    a) Fiat Lux
    b) Maifestspiele
    c) Hirnlego
  7. Schwindel - 3:58
  8. Der Kuss - 3:37
  9. Feurio! (Remix) - 4:47
  10. Feurio! (Türen offen) - 4:47
  11. Partymucke - 3:52


Sonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c’hanaouennoù 9, 10, hag 11 a gaver war ar single "Feurio!", hag ouzhpennet int bet d’an albom pa'z eo bet adembannet (e 1995 hag e 2002). Adembannadur 2002 a zo bet graet penn-da-benn gant ar strollad e-unan.

"Partymucke" a zo bet skrivet evit ar pezh-c’hoari "Andi", skrivet gant Peter Zadek. Pa voe c’hoariet ar pezh e kemeras perzh ar strollad e 50 abadenn e 1987.

E-barzh "Manifestspiele" (ul lodenn eus "Fiat Lux" eo) e klever trouzioù ur vanifestadeg bet aozet e Kreuzberg (Berlin) d’ar 1añ a viz Mae 1987.

"Ein Stuhl in der Hölle" ha "Hirnlego" (ul lodenn eus "Fiat Lux" eo) a gaver war an dastumadeg "Strategies Against Architecture II".