Mont d’an endalc’had

Hartlepool

Eus Wikipedia
Hartlepool e kontelezh Durham, e Bro-Saoz.

Hartlepool zo ur gêr hag ur porzh e biz Bro-Saoz, e kontelezh Durham, war lez Mor an Hanternoz, 415 km eus Londrez, 12 km en hanternoz da Middlesbrough ha 27 km er c'hreisteiz da Sunderland. Emañ dindan kuzul ar Borough of Hartlepool, a-gevret gant kêriadennoù amezek evel Seaton Carew, Greatham hag Elwick.

Savet e voe Hartlepool er VIIvet kantved en-dro da abati Hartlepool. Ur porzh e voe er Grennamzer. Dre an hent-houarn e voe liammet ouzh ar glaouegi e 1835. Kreskiñ a reas ar sevel listri, hag e Kerzu 1914 e teuas morlu Alamagn da vombezañ ar porzh ma voe lazhet 117 den.

Goude bezañ bet distrig eus kontelezh Cleveland e teuas e 1996 Hartlepool da vezañ Amaezerezh unvan e diabarzh kontelezh lidel Durham[1].

  • Mogerioù kêr, eus ar XIVvet kantved
  1. Load kefridiel Amaezerezh unvan Hartlepool