Handrij Zejler

Eus Wikipedia
Handrij Zejler

Handrij Zejler (1 a viz C'hwevrer 1804 – 15 a viz Here 1872) a oa ur brogarour sorab hag ur skrivagner sorabek. Bez e voe unan eus ar re a savas ar gevredigezh sevenadurel Maćica Serbska e 1847. Sellet a reer outañ hiziv evel ouzh unan eus saverien al lennegezh sorabek, asambles gant Jan Arnošt Smoler.

Ganet e voe Handrij Zejler d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1804 e Słona Boršć (Salzenforst en alamaneg), hag a zo bremañ e Bautzen (Budyšin). Sevel a reas barzhonegoù awenet gant ar relijion, ar garantez hag ar vrogarouriezh. Gantañ e voe skrivet pozioù ar c'han Rjana Łužica, kan broadel ar Sorabed, hag ivez kanaouennoù all, fablennoù, pennadoù kazetennerezh, labourioù yezhoniezh... Un nebeud barzhonegoù a skrivas en alamaneg ivez, hag a voe lakaet e sorabeg diwezhatoc'h gant Jurij Brězan.

Mervel a reas d'ar 15 a viz Here 1872 e Łaz (Lohsa) e-kichen Hoyerswerda (Wojerecy).