Halldór Ásgrímsson

Eus Wikipedia
Halldór Ásgrímsson

Halldór Ásgrímsson (distaget ˈhaltour ˈauːskrimˌsɔn (8 a viz Gwengolo 1947 - 18 a viz Mae 2015) a oa ur politiker eus Island hag a zo bet Kentañ Ministr e vro etre 2004 ha 2006.

Studioù en deus graet en Island, hag e skolioù-meur Bergen, e Norvegia, ha Kopenhagen e Danmark. Kelennet en deus e skol-veur Island eus 1973 da 1975.

E penn ar Strollad Araokour e voe eus 1994 betek 2006. D'ar 15 a viz Gwengolo 2004 e oa deuet da vezañ kentañ ministr e vro, war-lerc'h Davíð Oddsson. D'ar 15 a viz Mezheven 2006 e roas e zilez eus e bost, abalamour ma oa bet kollet sezioù gant e strollad. Kemeret e oa bet e lec'h gant Geir Haarde, eus Strollad ar Frankiz.

Marvet eo Halldór Ásgrímsson d'an 18 a viz Mae 2015 e Reykjavik.