Mont d’an endalc’had

Rubeus Hagrid

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Hagrid)

Rubeus Hagrid zo unan eus an tudennoù a gaver e romantoù Harry Potter, skrivet gant ar Skosadez J. K. Rowling. Peurliesañ ez aer dezhañ dre e anv tiegezh. Hagrid eo gward an alc'hwezhioù, gward al liorzh, ar gward-chase hag ar c'helenner war desaverezh ar boudoù hud adalek trede bloavezh Harry e skol sorserezh ha strobinellerezh Hogwarts.

Hagrid zo div wezh brasoc'h evit an dud reizh (war-dro 3,5 metr) ha tost teir gwezh ledanoc'h. Pitilh eo gant al loened hag ar boudoù hud, ar re divoas pe dañjerus peurgetket. Hagrid eo ar c'hentañ ezel eus koskoriad Hogwarts da vezañ gwelet gant Harry. Unan eus ar c'hentañ tudennoù eo a gomz eus "gwad glan" hag "hanter gwad" evel ur meiziad aet a c'hiz kozh. Anavezet eo Hagrid evit e bouez-mouezh kreñv. E saozneg ez eo pouez-mouezh rannyezhoù kornôg Bro-Saoz.

Er filmoù troet diwar romantoù Harry Potter, Hagrid zo c'hoariet gant an aktour eus Bro-Skos, Robbie Coltrane. Lavaret he deus J.K. Rowling he doa soñjet e Coltrane evit ar rol-se pa oa o skrivañ eil romant Harry Potter.

E anv, Rubeus (distaget Rubeüs), en deus daou ster e Latin, unan zo "ruz" pe "ruzart" hag egile "gwezenn-hili-ho", ar pezh a ro un diskrivadenn vat eus e neuz. "Hagrid", hervez Rowling en un atersadenn gant The Boston Globe,[1] a zeu eus ur ger saozneg kozh, an anv-gwan-verb "hagridden". Bezañ bet "hagridden" a dalvez eo bet ar moustrerig-noz o voustrañ bruched an-unan, goude ur c'hofad dreist-holl a-hervez. Hag anavezet eo Hagrid evit karout e vanne. E The Mayor of Casterbridge, skrivet gant Thomas Hardy, e implijer anezhaÆ evel ur ger eus luc'haj Wessex hag implijet eo en hevelep arroudenn end-eeun hag ar ger "Dumbledore", ur ger lec'hel evit "sardonenn".

  1. Atersadenn Jo Rowling eus 1997 betek bremañ