Haakon Magnusson Toresfostre

Eus Wikipedia

Haakon Magnusson (norseg : Hákon Magnússon ; norvegeg : Håkon Magnusson), ganet e 1068 ha marvet e C'hwevrer 1095, a oa roue Norvegia eus 1093 da 1095. Berr e voe e ren, ne voe ket anavezet er vro a-bezh ha ne vez ket kontet e-touez rouaned ar vro atav;.

Mab-bihan e oa d'ar roue Harald Hardrada, mab d'ar roue Magnus II, ha niz d'ar roue Olaf Kyrre. Dre ma varvas e dad war-dro koulz e c'hanedigezh e voe advabet gant Thorir, pe Tore på Steig, eus Gudbrandsdalen, e mereuri Steig in Fron, alese e lesanv Toresfostre (norseg : Þórisfóstra ; "advabet gant Tore").

Menezioù Dovrefjell.

En 1090 ec'h aozas ur verdeadenn viking da Bjarmaland, a zo tolead Arkhangelsk e hanternoz Rusia hiriv.

Goude marv e eontr Olaf III, pe Olav Kyrre, e 1093, e voe rannet ar vro etre daou roue : Haakon Magnusson a voe anvet roue Noge e Trondheim, hag e genderv, Magnus III e Viken. Brezel a oa da vezañ etre an daou genderv.

E 1095 edo Magnus Berrføtt o sevel un arme a-enep Haakon, met souezhet e voe o welet e oa kreñv diazezoù e genderv. Pa glevas Haakon e oa deuet Magnus betek Trondheim, e treuzas menezioù Dovrefjell. Met mervel trumm a reas Haakon e miz C'hwevrer 1095, e-pad e gerzhadeg e menezioù Dovrefjell. Magnus a chomas roue nemetañ ar vro. Tapout a reas Tore på Steig hag e lakaat d'ar marv ouzh ar groug.