Haakon Magnusson

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Haakon Magnusson (norseg : Hákon Magnússon ; norvegeg : Håkon Magnusson), ganet e 1068 ha marvet e C'hwevrer 1095, a oa roue Norvegia eus 1093 da 1095.

Goude marv e dad, ar roue Magnus II, e voe advabet gant Thorir, alese e lesanv Toresfostre (norseg : Þórisfóstra ; "advabet gant Tore"). Goude marv e eontr Olaf III, pe Olav Kyrre, e 1093, e voe rannet ar vro etre daou roue : Haakon Magnusson, hag e genderv, Magnus III. Mervel a reas Haakon nepell goude, e miz C'hwevrer 1095.