Haakon V Norvegia

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Penn kizellet Haakon V Magnusson en iliz-veur Stavanger

Haakon V Magnusson, lesanvet Halleg ("hir e c'har", "garek") (Tønsberg, 10 Ebrel 1270 - 8 Mae 1319) a oa roue Norvegia adalek 1299 betek e varv e 1319.

Dimeziñ a reas Haakon ("Håkon" en doare-skrivañ norvegek bremañ) dre ziv wech : e 1295 gant ur briñsez c'hall Isabelle de Joigny, hag e 1299 gant ur briñsez alaman Euphemia von Rügen, merc'h d'ar priñs Wisław II. Ur verc'h en devoe gant e eil gwreg, Ingeborg Haakonsdatter.

Mervel a reas Haakon V d'an 8 a viz Mae 1319 e Tønsberg. War e lerc'h e teuas e vab-bihan Magnus Eriksson, roue Norvegia (1319-1355) gant an anv Magnus VII ha roue Sveden (1319-1364) gant an anv Magnus IV Sveden.