Ha! Ha! Said the Clown
Ha! Ha! Said the Clown a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer saoz Tony Hazzard (1943-).
Enrollet e voe gant ar strollad sonerien rock saoz Manfred Mann[1] hag embannet d'ar 24 a viz Meurzh 1967 gant an ti-embann pladennoù Fontana Records. Degemeret mat e voe ar bladenn gant ar selaouerien dre ma voe renket da gentañ en Alamagn, Aostria hag en Izelvroioù ha da eil e Norvegia ha Zeland-Nevez. Chom a reas renket da bevare er Rouantelezh-Unanet e-pad div sizhunvezh.
Ne reas ket berzh e Stadoù-Unanet Amerika ha se zo kaoz ma voe enrollet Ha! Ha! Said the Clown gant The Yardbirds diwezhatoc'hik (e miz Gouere 1967) : tro-wenn a reas ar strollad-mañ ivez dre ma chomas sac'het da bempvet ha daou-ugent...
Azasaet e voe e galleg hag adanvet Oh ! Oh ! Fait le clown gant ar pozier Michel Jourdan (1947-) evit ma vije kanet gant Frank Alamo (1941-2012), e 1967 ivez.
Mat da c'houzout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da geñver un atersadenn embannet el lec'hienn Songfacts[2] e miz Genver 2016 e tisplegas Tony Hazzard ne oa ket anv, er sonenn, eus ur furlukin (en ur sirk) tamm ebet. En degouezh-se e talveze ar ger saoznek "clown" kement ha stand-up comedian in a night club.
Selaou Ha! Ha! Said the Clown...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lenn ar gerioù...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Mike d'Abo (1944-), Mike Hugg (1942-), Manfred Mann (1940-), Tom McGuinness (1941-) ha Klaus Voormann (1938-) d'an ampoent.
- ↑ #interviews: Tony Hazzard.