Hélder Câmara

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hélder Câmara e 1974

Helder Pessoa Câmara, pe eeunoc'h, Dom Helder, bet ganet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1909 e Fortaleza e stad Ceará, e Brazil hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Eost 1999 le 27 e Recife, oa un eskob katolik brazilian. Bet eo bet Arc'heskob Olinda ha Recife eus 1964 e 1985. Anavezet eo evit ar stourm en deus renet enep ar baourentez en e eskopti hag er bed a-bezh.

Emañ ar prosez evit lakaat anezhañ war roll ar sent en hent abaoe an 8 a viz Gouere 2013.

Mab da João Câmara Filho hag Adelaide Pessoa Câmara, Helder Câmara oa an eil diwezhañ eus ur familh 13 bugel. Skolaerez oa e vamm ha kelaouenner e dad. Beleget eo bet d'ar 15 a viz Eost 1931 e Foraleza. Anvet e voe keneskob d'ar c'hardinal Jaime de Barros Câmara, arc'heskob Rio de Janeiro, d'an 3 a viz Meurzh 1952 ha kensakret eskob gantañ d'an 20 a viz Ebrel. Anvet eo arc'heskob Olinda ha Recife, en Nordeste, unan eus paourañ lodennoù Brazil d'an 12 a viz Meurzh 1964. Chomet eo betek an 2 a viz Ebrel 1985.

Difenner gwirioù mab-den e Brazil eo bet e Brazil hag unan eus perzhidi heverk teologiezh an dieubidigezh en Amerika ar Su. Emouestlañ a reas eus tu ar re baourañ. Kemer a reas perzh e krouidigezh Kuzul eskibien Amerika Latin (CELAM) e [[1955]). Tost oa ouzh C'hardinal Montini a zeuas da vezañ ar Pab Paol VI. Oberiant-tre e voe e-pad Sened meur Vatikan II oc'h enebiñ groñs ouzh an tu mirour. Er CELAM e sikouras da dermenañ " an dibab bezañ eus tu ar beorien da gentañ". Abalamour da se e voe taget feuls gant strolladoù mirour tost ouzh Gustavo Corção. A-boan anvet eskob Recife e tibabas Helder Câmara kuitaat palez an eskob evit ober e annez en un ti dister e unan eus karterioù paourañ ar gêr.

Lakaet e voe a-gostez gant e genseurted brazilian. Sevel a reas enep diktatouriezh ar jeneraled (1964-1985). Dont a reas da brezegenniñ en Europa hag e Frañs peurgetket evit lakaat war wel paourentezh broioù an trede-bed, stourm ouzh ar werzh armoù, brezel Viêt Nam ha feulster an diktatouriezh brazilian.

Tost oa ouzh al luskadoù nann-feuls ha diskouez a rae bezañ awenet gant Gandhi ha Martin Luther King. Diazezañ a reas e zoare da avielañ war ar servij d'ar re baour. Fellout a rae dezhañ gwelout an danvez beleien stummet kement war dachenn an obererezh sokial ha war hini an deologiezh.

Daoust da Yann-Baol II bezañ enoret anezhañ e 1979, e tibabas envel en e blas José Cardoso Sobrinho e 1985. Diskaret e voe an darn vrasañ eus e labour gant an eskob nevez bet pell o vevañ e Roma. Sentus, ne lavaras Dom Helder netra.

Enorioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù bet troet e galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Le tiers monde trahi, Pariz, Desclée, 1968.
  • Spirale de la violence, Pariz, DDB (Desclée de Brouwer), 1970.
  • Révolution dans la paix, Pariz, Le Seuil, 1970.
  • Pour arriver à temps, Pariz, DDB, 1970.
  • Une journée avec Don Helder Camara, Pariz, DDB, 1970.
  • Le désert est fertile, Pariz, DDB, 1971.
  • Mille raisons pour vivre, Pariz, Le Seuil, 1980.
  • Des questions pour vivre, Pariz, Le Seuil, 1984.
  • L'Évangile avec Dom Helder, Pariz, Le Seuil, 1985.
  • Le rosaire de Dom Helder, Pariz, DDB, 1997.