Gwladus Ddu
Neuz
(Adkaset eus Gwladus ferch Llywelyn)
Gwladus Ddu
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kembre |
Titl noblañs | priñsez |
Deiziad ganedigezh | 13. century |
Lec'h ganedigezh | Kembre |
Deiziad ar marv | 1251, 1251 |
Lec'h ar marv | Windsor |
Tad | Llywelyn ab Iorwerth |
Mamm | Janed Bro-Saoz, priñsez Kembre |
Breur pe c'hoar | Gruffudd ap Llywelyn, Angharad ferch Llywelyn, Elen ferch Llywelyn, Dafydd ap Llywelyn, Gruffudd ap Llywelyn Fawr |
Pried | Ralph de Mortimer, Reginald de Braose |
Bugel | Roger Mortimer, 1st Baron Mortimer, Isolt de Mortimer |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Gwladus Ddu, pe Gwladus ferch Llywelyn (marvet e 1251) a oa merc'h da Llywelyn Fawr, roue Gwynedd. Dimezet eo bet da zaou aotrou norman eus ar Mers.
Hervez Brut y Tywysogion e oa marvet e Windsor (Berkshire), e 1251.
He mamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pe e oa merc'h da Siwan pe bastardez da Tangwystl Goch.
A-hervez e vije bet roet douaroù dezhi gant Siwan, diwar se e c'haller krediñ, met n'eo ket trawalc'h da vout sur, e oa Siwan an hini a oa mamm dezhi.
Roet e oa bet dezhi anv he mamm-gozh [Gwladus ferch Llywarch ap Trahaearn]], pried kentañ Owain Gwynedd
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas Gwladus.
- He fried kentañ e oa Reginald de Braose, aotrou Brecon (Brycheiniog) hag Abergavenny war-dro 1215, met n'anavezer bugel ebet dezho. Goude marv Reginald e 1228 eo hi moarvat an hini a oa ar c'hoar a oa gant Dafydd ap Llywelyn pan eas da Londrez e 1229.
- Hec'h eil pried e oa Ralph de Mortimer eus Wigmore, en Herefordshire, war-dro 1230. Mervel a eure Ralph e 1246, ma eas an aotrouniezh gant o mab Roger Mortimer.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roger Mortimer, 1st Baron Wigmore, in 1247, married Maud de Braose, by whom he had seven children.
- Hugh de Mortimer
- John de Mortimer
- Peter de Mortimer
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ancestral Roots of Certain American Colonists Who Came to America Before 1700 by Frederick Lewis Weis; Lines 132-C-29, 176B-28
- John Edward Lloyd (1911) A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co.)