Gwin Jerez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Jerez zo ivez.
Ur banne gwin Jerez, gant ur voutailhad hag olivez

Gwin Jerez, anavezet evel sherry e saozneg, evel xérès e galleg, zo ur gwin gwenn eus kreisteiz Andalouzia, graet er Marco de Jerez ha savet en kêrioù Jerez de la Frontera, El Puerto de Santa María ha Sanlúcar de Barrameda. Er Marco de Jerez emaén ivez kumunioù Chiclana de la Frontera, Chipiona, Puerto Real, Rota, Trebujena, ha Lebrija a zo e proviñs Sevilla.

Un Denominación de Origen (DO) eo gwin Jerez, ha daou seurt zo: ar re finos a vez ouzhpennet enne alkohol 15,5 °, hag ar re olorosos, hini 18 °. Daou anv a gaver dezho: Jerez e kostez Cádiz, ha Montilla-Moriles er c'hreisteiz da Córdoba.

Gwinêgr Jerez a vez graet gante ivez.

Ur voutailhad gwin Jerez.



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.