Mont d’an endalc’had

Gwilherm Aostria

Eus Wikipedia

Wilhelm von Habsburg, pe Gwilherm Aostria (wd 1370-1406) a oa ur priñs eus skourr leopoldian an Tiegezh Habsbourg. Dug Stiria e oa, ha dug Karintia e oa.


Ganet e oa e Vienna. Mab henañ an Dug Leopold III hag e bried Viridis Visconti e oa.

Dimezet e oa bet en-bugel da Jadwiga Hungaria, merc'h roue Hungaria, met hi a rankas dimeziñ, war goulenn Dieta Pologn, da Jogaila, dug-meur Lituania. Hennezh a oa bet unan eus taolioù kentañ an Habsbourgien da astenn o levezon e Kreizeuropa dre zimeziñ o mibien da bennherezed, ma veze lavaret neuze Bella gerant alii: tu felix Austria nube ( Laoskomp ar re all da vrezeliñ : te Aostria evurus, dimez). Wilhelm a glaske kaout douaroù Hungaria a deuje dezhañ dre e wreg evel argouroù prometet gant danveze dad-kaer, Loeiz Iañ Hungaria .

En 1401 e timezas da Giovanna Naplez. Bugel ebet n'o doe.

Mervel a reas e Vienna e 1406.

Beziet e voe en iliz-veur Vienna.