Karr-tan
Neuz
(Adkaset eus Gwetur)
Ur c'harr-tan, pe karr-dre-dan, pe tangarr, pe karr hepmuiken, pe gwetur, zo ur c'harbed gant rodoù hag ur c'heflusker, a dalvez da gas tud d'al lec'h ma fell dezho mont. Peurvuiañ e termener ar c'hirri-tan evel karbedoù :
- a zo graet da ruilhal war hentoù ;
- a zo lec'h enno evit eizh den d'ar muiañ. Gant gerioù all e reer pa vez muioc'h a dud (karr-boutin, bus) ;
- a zo peder rod warno peurvuiañ; pa vez nebeutoc'h pe vuioc'h e reer gant gerioù all : divrodegoù eo ar re gant div rod da skouer ;
- a zo graet evit dougen tud dreist-holl ha sammoù skañv gant ; pa vez kaset marc'hadourezh dreist-holl e reer anv eus sammgirri pe kirri-samm.
Er yezh pemdez e reer alies gant "karr" e-lec'h "karr-tan" met talvezout a ra ar ger-se ivez evit karbedoù stlejet gant kezeg pe gant loened all.