Gwerenn (lestr)
Ur werenn zo ul lestr graet en gwer peurvuiañ ma lakaer died, pe evaj da evañ ouzh taol peurvuiañ.
Kemm a vez etre ar gwer hervez o stumm, o ment, o zevder, pe hervez pezh a lakaer e-barzh. Darn zo hir ha moan, re all kofek, darn o devez un troad, re all n'o devez ket. Brasoc'h e vez ar gwer bier, bihanoc'h ar re ma lakaer gwin, ha bihanoc'h c'hoazh ar re ma lakaer diedoù kreñv peurvuiañ.
Gwer bier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a seurt zo anezho ivez. Darn o devez un troad hag a zo kofek ha ledan. Kement-se a zo ivez hervez pegement a lakaer e-barzh: 0,25 pe 0,33 cl peurvuiañ. En ostalerioù e vez merket endalc'h ar gwer war ar bier alies.
Gwer brasoc'h, pintoù, zo e Breizh-Veur.
Ouzhpenn gwer zo da evañ bier : listri metal ha pri zo ivez. E Breizh-Veur e vez graet tankard eus ul lestr gant ur skouarn, e pri, metal a-wechoù, e lêr pe koad zoken gwechall.
-
Un tankard e koad, bet kavet war ar vag saoz Mary Rose, eus ar XVIvet kantved.
-
Tankard metal (plomm ha staen), dañjerus evit ar yec'hed.
-
Ur pint ordinal (56,8 cl)
-
Un Humpen pe stein alaman, e pri, 50cl
-
Ur stein e pri-gwenn
-
Ar gwer bier a servij ivez d'ober bruderezh
-
Ur Maß alaman ul litrad ennañ
Gwer gwin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwer bihan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gwer bihan zo graet da servij hini kreñv ha da vuzuliañ.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Banne ''cognac''
-
Gwerenn treset gant Aino Aalto
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tud zo a zastum gwer bihan: http://www.shotglass.org/