Gwerenn (lestr)

Eus Wikipedia
Ur pennad Gwerenn zo ivez.


Gwerenn ordinal
Ur werenn roman eus an IIIde kantved

Ur werenn zo ul lestr graet en gwer peurvuiañ ma lakaer died, pe evaj da evañ ouzh taol peurvuiañ.

Kemm a vez etre ar gwer hervez o stumm, o ment, o zevder, pe hervez pezh a lakaer e-barzh. Darn zo hir ha moan, re all kofek, darn o devez un troad, re all n'o devez ket. Brasoc'h e vez ar gwer bier, bihanoc'h ar re ma lakaer gwin, ha bihanoc'h c'hoazh ar re ma lakaer diedoù kreñv peurvuiañ.

Gwer bier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a seurt zo anezho ivez. Darn o devez un troad hag a zo kofek ha ledan. Kement-se a zo ivez hervez pegement a lakaer e-barzh: 0,25 pe 0,33 cl peurvuiañ. En ostalerioù e vez merket endalc'h ar gwer war ar bier alies.

Gwer brasoc'h, pintoù, zo e Breizh-Veur.

Ouzhpenn gwer zo da evañ bier : listri metal ha pri zo ivez. E Breizh-Veur e vez graet tankard eus ul lestr gant ur skouarn, e pri, metal a-wechoù, e lêr pe koad zoken gwechall.

Gwer gwin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwer brezhonek, embannet gant Sav-Heol.

Gwer bihan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gwer bihan zo graet da servij hini kreñv ha da vuzuliañ.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]