Mont d’an endalc’had

Gwaskell

Eus Wikipedia

Ar waskell eo ar ardivink evit gwaskañ produioù gounezel ha diouzh-se eztennañ chug frouez (avaloù ha sistr, oranjez, rezin, tomatez, etc.), hag eoul bouedel (diwar kolzac'h, olivez, tro-heol, bouedennoù frouez kor a bep seurt etc.). Un ardivink kozh-tre eo ma kaver e roudoù e amzerioù kentañ ar gounezerezh. Un ardivink dezhañ ar memes arc'hwelerezh eo ar waskerell pe ar wask a zo bet ijinet er Grennamzer evit stardañ follennoù paper ouzh ur blakenn gant arouezioù pe skeudennoù huzet.