Gwalldaol ar 14 a viz Gouhere 2016 e Nisa

Eus Wikipedia
Gwalldaol ar 14 a viz Gouhere 2016 e Nisa
Gwalldaol ar 14 a viz Gouhere 2016 e Nisa
Gwalldaol ar 14 a viz Gouhere 2016 e Nisa
Hent ar c'hamion spont
Lec'h Flag of France.svg Nisa, Alpes-Maritimes, Bro-C'hall
Pal promenade des Anglais
Deiziad 14 a viz Gouhere 2016
Doare Kamion spont
Gouzañverien 86 lazhet
Gloazidi 434
Sponterien Dianav
Pennkaoz Flag of the Islamic State of Iraq and the Levant2.svg Stad Islamek
Skour Sponterezh Islamek

Gwalldaol ar 14 a viz Gouhere 2016 e Nisa a oa bet ur gwalldaol islamour kaset da benn gant ur c'hamion, e Nisa (Alpes-Maritimes, Bro-C'hall) e-pad nozvezh ar 14 a viz Gouhere 2016 war ar promenade des Anglais.

Mohamed Lahouaiej-Bouhlel, un Tunizian o vevañ e kêr Nisa, a vlenias ur c'hamion ponner war an hentig e-pad daou kilometrad o flastrañ ar muiañ a arvesterien bodet evit gwelet an tan-arvest. Fin an dagadenn a voe dre ur fuzuilhadeg etre ar sponter hag ar polis C'hall, Lahouaiej-Bouhlel a vo lazhet. An dagadenn a lazhas 86 a dud (bilañs d'an 19 a viz Eost 2016) ha 434 gloazet. Ar gwalldaol a oa bet atebeget gant ar Stad Islamek d'ar 16 a viz Gouhere.