Gwalenn (biz)
Neuz
Ur walenn zo ur bravig a lakaer ouzh ar biz peurvuiañ hag a c'haller ivez lakaat ouzh an divskouarn pe en ul lec'h all. Alies e vez lakaet mein a briz outo ouzhpenn.
En hon sevenadur eo ar c'hiz d'ar wazed profañ ur walenn-dimeziñ d'o fried nevez.
Doareoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzh an divskouarn pe ouzh an divvrec'h e vez lakaet gwalinier ivez. E Myanmar e vez lakaet gwalinier en-dro d'ar gouzoug gant merc'hed ar bobl Kayan.
Gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù, lavaroù a vez engravet e tu diavaez pe e tu diabarzh ar gwalinier a-wechoù. "Da viken" a weler skrivet aliezik e Breizh.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo al levr The Lord of the Rings gant J. R. R. Tolkien (1954), a droer gant Aotrou ar Gwalinier a-wechoù.
Gwalinier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Gwalinier kinklet
-
Gwalenn-ardamez,XVvet kantved
-
Gwalenn-hobregon