Gwalenn (biz)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwalenn ouzh ar biz-bihan
Gwalinier douget gant Mary Nevill, Baronez Dacre, e 1559. C'hwec'h biz zo gwalennet

Ur walenn zo ur bravig a lakaer ouzh ar biz peurvuiañ hag a c'haller ivez lakaat ouzh an divskouarn pe en ul lec'h all. Alies e vez lakaet mein a briz outo ouzhpenn.
En hon sevenadur eo ar c'hiz d'ar wazed profañ ur walenn-dimeziñ d'o fried nevez.

Doareoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzh an divskouarn pe ouzh an divvrec'h e vez lakaet gwalinier ivez. E Myanmar e vez lakaet gwalinier en-dro d'ar gouzoug gant merc'hed ar bobl Kayan.

Gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerioù, lavaroù a vez engravet e tu diavaez pe e tu diabarzh ar gwalinier a-wechoù. "Da viken" a weler skrivet aliezik e Breizh.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo al levr The Lord of the Rings gant J. R. R. Tolkien (1954), a droer gant Aotrou ar Gwalinier a-wechoù.

Gwalinier[kemmañ | kemmañ ar vammenn]