Mont d’an endalc’had

Guto'r Glyn

Eus Wikipedia
Dismantroù Abati Glyn y Groes, ma tremenas Guto'r Glyn dibenn e vuhez.

Guto'r Glyn (war-dro 1412 – war-dro 1493) a oa ur barzh kembraek eus ar XVvet kantved, unan eus Barzhed an Uhelidi, an dud a vicher a gane meuleudi d'an aotrouien en o lezioù. Sellet a reer outañ evel unan eus ar re wellañ anezho, ma n'eo ket an hini gwellañ holl[1].

Tremen a reas Guto ul lodenn vras eus e vuhez e Dyffryn Ceiriog, e distrig Wrecsam, e biz Kembre, ha kalz eus al lezioù en deus darempredet a oa er c'hornad-se. Chom a ra war-dro 120 eus e varzhonegoù, savet etre ar bloavezhioù 1430 hag ar bloavezhioù 1480. Ouzhpenn e Dyffryn Ceiriog e oa bet ivez o veajiñ e lec'h all e Kembre ha betek e Bro-C'hall pa voe o'n em gannañ eno e dibenn ar Brezel Kant Vloaz. Savet e oa a-du gant an tiegezh York e-pad Brezel an Div Rozenn, ha savet en doa barzhonegoù evit ar roue Edouarzh IV ha aotrouien a-du gantañ evel William ap Thomas, kont Penfro. Echuet en doa e vuhez en Abati Glyn y Groes (Valle Crucis), e-kichen Llangollen, hag eno e voe beziet.

  1. The Poetry of Guto'r Glyn, University of Wales

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]