Gustav Vigeland
Eus e wir anv Adolf Gustav Thorsen ee eo Gustav Vigeland ur c'hizeller norvegiat brudet.
Ganet eo bet e Mandal d'an 11 a viz Ebrel 1869 en ur familh labourerien douar hag artizaned. Aet eo da Anaon d'an 12 a viz Meurzh 1943 en Oslo. Tri breur en deus bet. Unan anezho, Emanuel, a voe un arzour anavezet.
Kregiñ a reas da gizellañ koad pa oa yaouank. Aet da Oslo evit deskiñ tresañ ha kizellañ e sachas evezh ar c'hizeller Brynjulf Bergslien (1830-1889) e 1888. E 1898 e kinnigas e gentañ oberenn, Hagar hag Ismael, en Diskouezadeg arzel Stad. Kregiñ a reas da vezañ brudet e Norvegia hag e broioù all.
E 1891 ez eas da Bariz, Kopenhagen, Berlin ha Firenze. Labourat a reas gant Auguste Rodin. Levezonet eo bet gantañ.
Ur wech distro e labouras evel arzourien all evit nevesaat Nidarosdomen, iliz-veur Trondheim. Kizellet en deus delwennoù a stumm gotek. Un toullad delwennoù tud vrudet en deus graet ivez. Kavout a reer e Bergen un delwenn eus Snorri Sturluson bet kizellet gantañ.
Adalek ar bloavezhioù 20 e labouras evit kumun Oslo. Er bloavezhioù-se e tivizas kemm e anv evit kemer an hini a Vigeland, anv ul lec'h ma vevas en e vugaleaj.
Divizet e voe gant kumun Oslo sevel ul levraoueg e-lec'h ma oa e atalier. Goude daeloù hir a-walc'h e voe divizet 1924 Lojañ anezhañ ha fiziout ennañ aozañ ul lodenn eus Park Frogner (Frognerparken) e kêr Oslo gant ma rofe holl e oberennoù d'ar gumun. Labourat a reas war ar raktres-se betek e varv ha ne voe echu an traoù nemet e 1944. Un 212 delwenn bennak a gaver eno (tud a bep seurt oad e degouezhioù liesseurt ar vuhez) en arem pe e greunvaen. An oberenn vrudetañ anvet Monolitten a zo ur bloc'h greunvaen eus Iddefjorden a 17 m gant 121 tudenn kemmesket o stourm evit tizhout ar penn uhelañ. Tri den o deus labouret eus 1929 betek 1944 evit kizellañ an oberenn. Vigelandparken a zo unan eus lec'hioù touristel darempredetañ Norvegia. Eno emañ Vigeland Museet (Mirdi Vigeland)bet aozet en ti ma vevas ha labouras an arzour. Tresadennoù, maketennoù eus e oberennoù, engravadurioù koad, poltredoù kizellet eus tud brudet en e amzer a gaver er mirdi.
E ludu a zo bet lakaet e tour an ti. Digeriñ a reas ar mirdi pevar bloaz goude e varv.
Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Levr-henchañ Guide Bleu "Norvège" e ti Hachette (2012).
- Levr-henchañ Lonely Planet "Norvège" (2011).