Gustav Sabac el Cher
Gustav Sabac el Cher, ganet d'an 10 a viz Meurzh 1868 e Berlin hag aet d'an Anaon d'ar 4 a viz Here 1934 en Ebenda, a oa ur soner el lu alaman e Rouantelezh Prusia. Mab e oa da August Albrecht Sabac el Cher. Brudet eo evel e dad dre ma oant Afrodeutsche, Afro-Alamaned.
D'an oad a 17 vloaz e oa emezelet el lu alaman. Gourdonet e voe en Akademiezh roueel ar sonerezh e Kastell Charlottenburg e Berlin.
E-pad ma oa penn ar bagad sonerien (Band Meister) Kentañ Rejimant Prusia ar C'hreunaderien e Königsberg e oa deuet da vezañ brudet mat. Brud a oa savet tro-dro dezhañ gant an doare m'en doa renket kanoù-bale hengounel ar vro kement ha lod digoradurioù Mozart. Echuiñ a reas e goñje soudard e 1909.
Dimezet eo bet gant Gertrud Perlig.
Daou vab en devoa bet hag a stourmas e-pad an Eil Brezel-bed. Horst a oa medisin er Wehrmacht, steuziet eo e 1943 war Talbenn ar Reter. Herbert a voe enrollet er Volkssturm (bezen vroadel) hag a chomas bev. Evel an tad e voe ur soner a zoare o c'hoari violoñs en Alamagn ar C'hornôg goude ar brezel[1].