Mont d’an endalc’had

Guns N' Roses

Eus Wikipedia
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.
Guns N' Roses
Axl Rose hag ar strollad e 2006

Bro orin Los Angeles, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare(où) Hard rock
Bloavezhioù oberiant abaoe 1985
Label(ioù) Geffen Records
Lec'hienn ofisiel gunsnroses.com

Izili Axl Rose
Dizzy Reed
Tommy Stinson
Chris Pitman
Richard Fortus
DJ Ashba
Ron Thal
Frank Ferrer
Izili bet er strollad Tracii Guns
Rob Gardner
Ole Beich
Slash
Izzy Stradlin
Duff McKagan
Steven Adler
Matt Sorum
Gilby Clarke
Paul Tobias
Buckethead
Brian "Brain" Mantia
Robin Finck
Endro Alice Cooper
Sebastian Bach

Guns N'Roses a zo ur strollad hard rock stadunanat, krouet e Los Angeles e 1985, diwar daou strollad a gendeuzas, A.L. Guns hag Hollywood Rose. Anavezet e voent dreist-holl e fin ar bloavezhioù 1980 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990, kenderc'hel a reont da seniñ hiziv an deiz. Embannet o deus ur bladenn e 2008 anvet Chinese Democracy. E miz Here 2008 e voe martezeaet o defe gwerzhet 100 milion a bladennoù er bed. Er penn-kentañ e oa diazezet Guns N'Roses war pemp ezel : Axl Rose (kan), Slash (gitar unanel), Izzy Stradlin (gitar lusk), Duff McKagan (gitar boud, gitar ouzhpennet) ha Steve Adler (taboulinoù). E 1990 e voe ouzhpennet un douchennaoueg sonet gant Dizzy Reed.

Appetite For Destruction (1987)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anevezet int mat gant o c'hentañ pladenn, Appetite For Destruction (1987) he zitl. A-drugarez d'o sonerezh graet mat hag ar brud o doa a-raok e voe gwerzhet tost 30 milion a bladennoù er bed, ar pezh a ra unan eus ar pladennoù gwerzhet ar muiañ en istor ar sonerezh. Kanaouennoù brudetañ ar bladenn a zo Welcome To The Jungle, It's So Easy, Paradise City ha Sweet Child O'Mine.

E 1988 e teuas er-maez GN'R lies, enni 8 kanaouenn, en o-zouez 4 tennet eus un demo deuet er-maez e 1986, e stumm un EP vinyl anvet Live ?!*@ Like a Suicide, hag peder all akoustik. Ar bladenn-se he deus ur brud mat ivez, met ret e voe gortoz 1991 evit ma vije heuliet brud Appetite gant div bladenn all anvet Use Your Illusion I ha Use Your Illusion II. E-pad an amzer-se e kollas ar strollad e dabouliner, eskemmet gant hini The Cult, Matt Sorum e anv. Ouzhpennañ a rejont un douchennaoueg sonet gant Dizzy Reed.

Use Your Illusion I ha II (1991)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An div bladenn Use Your Illusion I ha II, a zeas er-maez e miz Gwengolo 1991. Brudet e voent buan gant kanaouennoù etrevroadel evel You Could Be Mine (implijet er film Terminator 2: Judgment Day), Don't Cry, adseniñ a rejont Knockin' On Heaven's Door pe c'hoazh November Rain. An div bladenn-se a zo bet gwerzhet tost 35 milion a skouerennoù anezho er bed. Ar strollad a leunias holl leurennoù bras ar bed. Er bloavezh-se, Guns N'Roses a gollas unan eus e sonerien gentañ, ar c'hoarier gitar lusk Izzy Stradlin. Krogiñ a reas e respet unanel e anv Izzy Stradlin'And The Ju Ju Houds e 1992. E blas a voe kemeret gant Gilby Clarke.

Goude e c'hoarvezas ur mare diskar, izili eus ar strollad a reas frisalioù, en o zouez Axl Rose (kaner). Reoù a savas raktresoù kenstur evel Slash (gitar unanel) hag e strollad Slash's Snackepit, gantañ Matt Sorum hag Gilby Clarke, e 1995, pe Duff McKagan, gant e bladenn unanel Belive In Me, e fin 1993. Krouet e voe bet ivez Neurotics Outsiders, ennañ Duff o seniñ gitar lusk, Matt o seniñ gant S. Jones, kensoner gitar er Sex Pistols, ha J.Taylor e Duran Duran, e-pad an hañv 1996. E-pad ar raktresoù-se e kemeras Axl an anv Guns N'Roses hep komz gant ar peurrest eus ar strollad. An darvoud-se a lakaas izili eus ar strollad da guitaat anezhañ. Ar re-se a gejas ouzh Matt Sorum evit krouiñ Velvet Revolver e 2002.

An ti-embann Geffen a embannas ur bladenn live e 1999 anvet Live Era '87-'93, enni kanaouennoù enrollet e-pad sonadegoù disheñvel, hag e 2004 Greatest Hits, ur bladenn hag a voe 1 e-barzh kalz broioù disheñvel.

Chinese Democracy (2008)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 1993 ne oa ket deuet pladennoù nevez er gouloù. E 1995 e krogas Axl Rose da labourat war unan nevez. Embannet e voe he zitl un nebeud bloavezhioù goude : Chinese Democracy. Pellaet e voe an deizad mont er-maez. Diskouezet e oa bet war internet un nebeut demoioù eus ar bladenn gortozet. Er penn-kentañ e oa bet lavaret e teufe er-maez d'an 21 a viz Du 2006, goude e lavaras Axl Rose e vije d'ar 6 a viz Meurzh 2007, met adlavarout a reas goude ne zeuje marteze ket a-benn da echuiñ ar bladenn evit an deiziad-se. Ur merk soda, Dr Pepper, a savas un dae d'ar strollad : ma teuje er gouloù Chinese democracy d'an 23 a viz Du 2008, reiñ a raje ur ganetenn soda da bep Stadunanad, nemet da Slash ha da vBuckethead. D'an 22 a viz Here 2008, 1 single Chinese Democracy a voe skignet war radioioù amerikan ha saoz, er memes koulz e vor lâret e teuje ar bladenn er maez d'an 23 a viz Du.

Abeget eo mat ar bladenn, met ne voe ket gwerzhet mat. An eil sizhun war lerc'h e vije aet er maez e oa digresket ar gwerzhioù eus 78%. Memestra e voe gwerzhet tost da 5 milion a skouerennoù anezhi.

Izili ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpennet eo bet un douchennaoueg all e 1999, sonet gant Chris Pittman. E 2000, un trede soner gitar, Buckethead, a voe anehzañ, ha kemeret e blas goude gant Ron "Bumblefoot" Thal. Ar strollad a voe savet neuze gant eizh den. E miz Ebrel 2008, Robin Finck a yeas kuit eus Guns N' Roses evit mont er strollad ma oa ennañ a-raok, Nine Inch Nails. Kemeret e voe e blas e miz Meurzh 2009 gant Dj Ashba.

E-barzh unan eus e bennadoù kaoz evit ar gelaouenn Guitar Part, Slash a lavare : « [Ar strollad a-raok] a oa ar gwir "Guns N'Roses", Axl ne gompren ket se. Ar strollad a oa eñ a-raok, 'oa sammaden personelezhioù disheñvel ha santet e veze er son.»

Doare sonerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sonerezh Guns N'Roses a zo kalz stiloù lakaet asambles, en o zouez punk rock, blues rock, heavy metal ha rock 'n' roll hengounel. Levezon bras Guns eo ar strollad Hanoi Rocks eus Finland. Kaner ar strollad en deus kanet gant Axl Rose. Axl en deus lavaret eo bet levezonet ivez ar strollad gant strolladoù evel Queen, AC/DC, The Rolling Stones ha Rose Tatoo. Son Appetite For Destruction zo bet levezonet gant AC/DC hag Aerosmith.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.