Gummo Marx

Eus Wikipedia
Gummo Marx e 1916 pa oa soudard.

Gummo Marx, bet ganet Milton Marx e New York (Stadoù-Unanet Amerika) d'an 23 a viz Here 1893 hag aet da Anaon e Palm Springs (Kalifornia) (SUA) d'an 21 a viz Ebrel 1977, a oa un aktour stadunanat.

A-gevret gant e vreudeur Chico, Groucho, Harpo ha Zeppo e kemeras perzh er strollad fentigellourien chin Marx Brothers.

Dindan an armoù e-pad ar Brezel-bed kentañ e tilezas e vicher aktour da vat da-heul.