Guanahani

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Enezenn Guanahani taolennet gant Alain Manesson Mallet e-tro 1685

Guanahaní pe Guanahani eo anv an enezenn eus ar Bahamas ma oa dilestret Kristol Goulm d'an 12 a viz Here 1492, pa gavas un douar nevez, goude treuziñ ar Meurvor Atlantel.

Lec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hiet eo bet resis al lec'h dilestradeg evel ma oa bet. Guanahani e oa anv orin al lec'h gant ar meuriad Taíno; adanvet e voe San Salvador gant Kristol Goulm.

Islas Bahamas: kelc'hiet eo anvioù an inizi a c'hallfe bezañ bet Guanahani.

Kartenn Juan de la Cosa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Juan de la Cosa a oa perc'henn ha mestr ar vag Santa María, kemer a reas perzh e kentañ beaj Kristol Goulm a welas dizoloadenn ar Bed Nevez . Bez e oa ivez un treser kartennoù : e 1500, Juan de la Cosa a savas ur gartenn eus ar bed hag a chom anavezet evel unan eus kartennoù koshañ Europa o tizkouez ar bed a-bezh. Al lodenn eus ar gartenn war Karibe a ziskouez sklaer Cuba hag Hispaniola, met evit enezeg Bahamas n'eo ket ken spis. Guanahani a oa treset er Bahamas gant ur stumm a lak war-wel ur strollad enezeier muioc'h evit n'eo a-wir, un enezenn vras.

Guanahani en mapa de la Cosa.jpg Guanahani (San Salvador -dizoloet gant Koulm e 1492) - al lec'h a zo lakaet war-wel gant ur garrezenn ruz

Kristof Kolomb oc'h errout e Guanahani e 1492, gant John Vanderlyn
Pierre Duflos le Jeune, Christophe Colomb fait saisir le cacique de Guanahani, engravadur hervez Jean-Michel Moreau.