Gruppo di famiglia in un interno

Gruppo di famiglia in un interno ("Strollad familh e diabarzh un ti"), anvet Violence et Passion e galleg, e zo ur film italian renet gant Luchino Visconti, deuet er-maez en 1974. C'hoariet eo gant Burt Lancaster, Silvana Mangano, ha Helmut Berger.
E Roma e c'hoarvez an istor, goude 1968. Ur c'helenner eus ar Stadoù-Unanet (Burt Lancaster), un tri-ugent vloaz dezhañ, zo o chom war e leve e-touez e levrioù hag e oberennoù arzel, en un ti kozh, e kêr Roma, ur palez kozh e gwirionez, deuet dezhañ a-berzh e vamm italian (Dominique Sanda). Un deiz eo torret peoc'h an ti gant ar varkizez Bianca Brumonti (c'hoariet gant Silvana Mangano), deuet da c'houlenn ar ranndi goullo zo a-us da hini ar c'helenner evit he serc'heg yaouank Konrad (c'hoariet gant Helmut Berger). A-benn ar fin, ar varkizez, he merc'h Lietta hag he c'hompagnun, Stefano, ha Konrad, a ya d'ober ur seurt tiegezh, hag en desped dezhañ e rank ar c'helenner kozh dont da vezañ ezel anezhañ ivez. A-benn ar fin e kompren eo bet tennet gante eus e vuhez manac'h (pinvidik) da zistreiñ d'ar vuhez ha d'an darempredoù denel. ,