Groene Hart
Groene Hart (nederlandeg a dalvez kalon c'hlas) a zo ur rannvro en Izelvroioù e diabarzh Randstad. Enni e kaver kêrioù evel Zoetermeer, Alphen aan den Rijn, Gouda, Waddinxveen, Bodegraven, Gorinchem, Vianen haWoerden, ha tro-dro emañRotterdam, Den Haag, Leiden, Haarlem, Amsterdam hag Utrecht. N'eus ket kalz annezidi er Groene Hart ha disheñvel diouzh an tiriadoù-kêr a zo tro-dro eo. Er Groene Hart e kaver kalz laboused : kornigelled kupennek, morbiged-Eurazia pe marc'heged. Ul lec'h leun a zour eo, ma kaver Reeuwijkse Plassen, Langeraarse Plassen, Nieuwkoopse plassen, Vinkeveense plassen ha Braassemermeer, hag ivez stêrioù evel an Hollandse IJssel, an Oude Rijn, al Lek, ar Vlist, al Loet hag ar stêr Rotte ha gwazhioù bihanoc'h evel an Aar, ar Gouwe hag ar Meije.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |