Mont d’an endalc’had

Große Heidelberger Liederhandschrift

Eus Wikipedia

Ar Große Heidelberger Liederhandschrift, pe Codex Manesse, zo un dornskrid barzhonegoù enlivet tro 1320. Miret eo e skol-veur Heidelberg (Alamagn). Ennañ e kaver un engravadur o tiskouez daou zen o c'hoari an echedoù.

Liederhandschrift, en alamaneg, a dalvez Dornskrid ar C'hanaouennoù, zo an termen alamanek evit un dornskrid ennañ lieder (kanaouennoù) eus ar Grennamzer alaman, eus dibenn an XIIvet betek ar XVvet kantved. Pouezus-kenañ eo dornskridoù Minnesang (Kanaouenn karantez - gerioù ha kanaouennoù skrivet e alamaneg) eus an XIIIvet betek ar XIVvet kantved. Keñveriañ a c'haller ar Minnesänger gant an droubadoured okitan hag an trouères e norzh Bro-C'hall[1].

Ar C'hodex Manesse (anvet ivez Dornskrid Kanaouenn Manesse pe Dornskrid Manesse, ha goude e lec'h mirout evel Dornskrid Kanaouennoù Bras Heidelberg, hag a-raok 1888 evel Dornskrid Pariz) eo an dornskrid kanaouennoù alamanek ledanañ ha brudetañ eus ar Grennamzer[2]. Anvet e oa bet evel-se gant ar skolveuriad Johann Jakob Bodmer diwar un dastumad bras a ganaouennoù a oa eus tiegezh patrisianed Suis Manesse. Abaoe Karl Lachmann e vez graet Codex C eus an dastumad gant an Alamanourien hepken. Goude un istor kamm e vez miret e levraoueg Skol-veur Heidelberg abaoe 1888 (sinadur : Cod. Pal. germ. pe cpg 848).

  1. (en) Pelnar-Zaiko, Ivana (1982). "Minnesingers". E-barzh Strayer, Joseph Reese (ed.). Dictionary of the Middle Ages. New York: C. Scribner's Sons. p. 414.
  2. (de) Brockhaus Redaktion Enzyklopädie (holloueziadur ): Manessische Handschrift. 21/11/2023.